— 76 —
|
D’an dud yaouank ’selaou e vouez,
Hag ’kersfont en hent ar furnez !
An dud a boan, hag ar re goz
’Vo klewet o laret bennoz
D’ar beleg ’no o c’honfortet
E barz en o foanio kalet.
En hoc’h iliz koant, a c’hiz-koz,
Diazeet war lein ar roz,
Holl e kavfet c’hoaz levenez,
O pedi Doue asamblez.
Ar garante evel chaden
Trezan hag e barouz kristen,
Na diaoul na den n’hallo kammet
Trec’hi warnoc’h holl, unanet !
|
————
N’hallan dihan hep kas eur beden
D’an Hini ’n eus karet kement,
D’an Itron Varia Wir-Zikour,
’Wit ma vinnigo e labour :
O Patronez oat kerig Gwengamp,
Chomet bepret e wellan Mam,
Ha tolet eur zell a drugare
’Warnan hag e barouz newe ! (Diou wech).
|
————
D’AN OTRO BESCOND
Person newe Plouaret
(15 a viz Du 1908)
————
Parouz Plouaret gwechall he far n’he devoa ket ;
Peder chapel warn-ugent war he douar savet !
|