Tremen seiz vla ’zo e Gwengamp,
A belech ’rez aman eur lamp,
Evel breudeur hon deus bewet,
Pe vije joa, pe boan-spered.
Ha daoust d’in-me da gaout keun,
Ewidout ’m eus kuntuilhet bleun ;
Ret-mad eo d’in o dispakan,
P ’eo gwir ’on deut herie aman.
⁂
Savet gant tud hag a gare
A-greiz o holl galon Doue
An otro Disez, evelte,
A-gren ’n em ro d’Ean ive.
Stag-mat e galon ouz e vro,
Gouest da doman ar c’halono,
Ne glasko ’met eun dra aman :
’Vo karet Doue, da gentan !
Ha ravo Jezuz-Krist meulet,
’Vel er beure-man ’n eus laret,
’Wit m’hallo, en tiegezo,
Skuilh e vennoz hag e c’hraso !
Parousianiz Lohuec,
Me gred, ho person kalonek
A ’n em blijo ganec’h aman ;
C’houi ive vo evrus gantan.
Gant e vouez kaer hag e ganio
E ray tridal ho kalono,
Hag e gador, gant e gomzio,
Ray sklerijen d’hoc’h ineo.
Sturian a ray ar vugale
’Trezek ar vad, ’trezek Doue ;
|