Pa deuio anken ha glac’har
Da rannan hon c’halono,
Mam vat, na vezet ket digar,
Deut da stankan hon daero !
Gwerc’hez dinam a bep pec’hed,
Miret ine ar bugel ;
Gret ma vezo bepred sturiet
Gant eur vam fur ha santel.
En tad, evel er vam gristen,
Gwriennet ervat ar fe,
Gret ma vo miret pen-da-ben
En o zi lezen Doue.
Gret ma kerzo ar yaouankiz
Dalc’hmat, en hent ar furnez ;
Ma tarempredo an iliz,
M’ho karo, dreist oll, Gwerc’hez !
Harpet an den en e gozni,
Gant ho prech vadelezus,
Ha sikouret kement hini
A zo aman gwaleurus.
Gwerc’hez, daoulinet ’n hoc’h iliz
E c’houlennomp ho pennoz,
Binniget ho parousianiz,
Kaset ’nê d’ar Baradoz.
Ma kavomp ken kaer ho skeuden
War hon gweren-vras liwet,
Pegen kaer ’vo ’ta, da viken,
En hon gwir-vro ho kwelet.