Kantik Itron-Varia Blouaret
————
Patronez parouz Plouaret,
Ni ho ped a greiz-kalon ;
C’houi ’zo Mam da Zalver ar bed,
Main d’imp ive, hag Itron !
Diskan :
Itron Varia-Blouaret,
Patronez vat ha santel,
Roet sklerijen d’hon spered,
Nerz d’hon c’halon, ha skoazel,
Ewit chorn gwir-gristenien ,
Hag ho karout da viken ! (Diou wech).
An drouk-spered na baoues ket
Da c’hedal ’n dro d’imp noz-de ;
Hon zikouret da stourm bepret,
Ha diwallet ho ine !
Ar bed, gant e stigno kuzet,
A glask distrei hon zello
Diouz hent ar gwir-evurusted,
Diouz hent an Nenv, hon gwir vro.
En hon c’hreiz e ve kann ive,
Etre ar vad hag ar fall ;
Aliës, siouaz, hon ine
Ouz hon c’horf a renk diwall.
|