Pajenn:Goasdoué - Kanaouenno en yez Treger.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —



SUN AR ZALUD
————


Kaerat da zûn, sûn ar zalud !
Sûn dudius ma weler tud,
Goude o labour pemdeiek,
Bep noz, a-leiz, o tiredek
’Trezek o iliz vinniget,
Ewit kât bennoz an Hini
Er Zakramant ’n eus teurveet
Chom war an douar ganimp-ni.

Sûn ar zalud, kaeran hini
A zo er bla, ewidomp-ni,
Dreist oll, a gred ’man Mab Doue
Er Zakramant, korf hag ine !
En gwirione, ha bean ’zo,
Eur c’houlz all ken kaer ’pad ar bla,
Ma c’hall an den gwelet tro-zro
Bue ha kened en pep tra ?

Flouroc’h ne vo ket an delio
Na stankoc’h ive ar bleunio !
Ar boudenno spern-gwen bleuniet
Muioc’h a c’houez-vat ’strinkfont ket ;
Ne vo gant an evned bihan,
O tarnijal en-dro d’o nez,
Na muioc’h a fred nag a gân !
Sûn ebet kaeroc’h ’wit honnez !

Ha setu perak ar c’hleier,
E-pad ar zûn a gân seder ;
Kanan ’reont, hag o mouez
Eus lein an tourio, war ar maez,
A nij ’wit rei da c’hout d’an dud
E tosta ar c’houlz da lezel
Al labourio ’wit ar zalud
Ken karet c’hoaz en Breiz-Izel.