Levenez c’hoaz ’nevo an den yaouank,
D’ar garante e galon digor frank,
O vont, o tont, e koulz ar pardonio,
Gant mignoned, en eur ganan sonio,
Sonio ar vro, gant tonio meurbet kaer,
A ray sklokal traouienno, meneier,
A lako skanv troad ar valeerien,
En eur lakat o c’halono laouen.
Ken brao ez eo, war douar Breiz-Izel,
Bale d’an hanv, ha gallout tôl eur zel,
’Kreiz an douar, war an traouienno glas,
Ha ’tal an aod, war gerreg ar mor bras !
Gwelet ar bleun hadet ken niverus
Dre ar prajo, ’us d’ar sterio trouzus,
Klewet an evn a gân erdan ma c’hall,
Ha kât disheol ’n hencho don ha tenval !
Gallout ober e-pad an abarde,
Goude ’r labour, tost d’ar ger, eur bale,
C’hoari ’c’hilhou, en disheol ar gwe glas,
C’hoari boulou, kant ha kant tra-all c’hoaz !
Gallout d’ar zul lezel ar labourio
’Wit mont d’ar bourk da ’heuilh an ofiso,
Gallout ive, rôk, goude an ofiz,
War ar beio laret : De Profundis !
Bewan evrus, lodenni gant re-all
Eur levenez gwirion ha didamall ;
Santout eo gwell karante ’leiz an dorn
Ewit nan eo arc’hant a-leiz eur forn !
O evurus tud yaouank Breiz-Izel
A vev ’vel-se en bro gaer o c’havel !
Breiz ewite a zo ’vel eur porched,
Porched an nenv, bro ar gwir evrusted !