Mont d’an endalc’had

Pajenn:Goasdoué - Kanaouenno en yez Treger.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —


Dispign a rer hep damanti
’Wit klask an tu da ’n em benti.

Gwechall en Breiz, an dud yaouank
’Chome ’n o bro ! Ne oa ket stank
Ar re ac’h e d’ar broio-pel ;
Holl e vewent en Breiz-Izel.

Breman, siouaz ! e tilezont
Tad, mam ha bro, ha divergont
’Trezek Paris, hanv ha gouanv,
E tiredont evel chas-klanv.

Gwechall en Breiz, n’ouvean ket
’Zo bet unan bennak marvet
Na gant an naon, na dilezet ;
He holl dud Breiz he deus maget.

Ha koulskoude er c’herio bras
Kalz a Vreiziz a varw, siouaz !
Dizorc’hennet eus a bep tu,
Paour ha debret gant an astu.

Gwechall en Breiz pep tiegez
A ’n em blije, ha bep nozvez,
O klewet len bue ar zent ;
Perak ’rer ken ’vel diagent ?

Diouz an noz koulz ha d’ar mintin,
Ar pedenno war an daoulin !
Doue dalc’hmad er pen kentan !
Perak ne zonjer ken Ennan ?

Gwechall en Breiz, a rum da rum,
Ar Vretoned ’devoa kustum
Da vont laouen d’an ofiso,
D’an oferen, d’ar gouspero.