Bretoned vat, me am eus c’hoant
Da ganan d’ec’h eur zonig koant
War gizio koz hon c’hendado,
Re dilezet herie ’n o bro.
Gwechall, en Breiz, e oa ar c’hiz
Da diski mad ar c’hatekiz ;
Kordan a re, ha pen-da-ben,
An obero hag ar greden.
Herie an de eo deut ar c’hiz
Da gazout prim hent an iliz,
Lezen Doue, a-vec’h disket,
Abred, gant kalz a ve ankouêt.
Gwechall en Breiz ne vije ket,
Eur wech an heol et da gousket,
Merched yaouank dre en hencho
O tistrei eus an ebato.
Ar vam herie ’oar ken krozal,
Pa zeu he merc’h en noz tenval ;
Ha koulskoude, tolet pled-mat,
E ve kailhar ouz he dilhad.
Gwechall en Breiz, ar yaouankiz
A ’n em wiske herve ar c’hiz ;
Mestr ha mevel, war ar steuden,
Gave danve o zoleten.
Ha herie ’n de nag a dudo
A weler difetet ’n hon bro !