Pajenn:Goasdoué - Kanaouenno en yez Treger.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Anjeluz-noz al labourer
————


Laret e ve, ouz hen gwelet,
E ve an heol skuiz ha yostet ;
Seblanti ’ra en em luian
’Barz ar branko, er c’hoad nesan.

An evnigo a richan c’hoaz
A-us d’an dour, a hed ar waz,
’Met holl emaint tost-tost d’al lec’h
Ma kludfont ’pad an noz, dinec’h.

Gant e loened, ar mesaër
Ac’h a seder ’trezek ar ger ;
Strak e skourje, gwech-ha-gwechall,
’Ra d’an hekleo war-dro sklokal.

Al labourer en pen an erv,
E-harz ar c’hleun, warnan gwe derv,
A zidouar e vinwio
Gant raden zec’h ha gant delio.

E-pad an de en eus c’houezet,
Hag e gorf paour a zo brewet ;
Mes eus e di, e-touez ar gwe,
E sav moged ’trezek an ne !

Ha bremaïk pa ’n em gavo
’Kichen e wreg hag e dudo,
En do digoll eus e holl boan,
En eur zibri gante e goan.