Pajenn:Franklin - Ledan - Guizieguez ar pautr-cos Richard.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ






GUIZIEGUEZ


AR PAUTR-COS RICHARD.


————


An deiz all en em arrêtis en un andret e pelec’h e voa calz a dud assamblet evit ur verzidiguez. Dre ne voa qet c’hoas an heur da gommanc, ar gompagnunez a gomze eus an amzer miserabl a rene ; hac unan eus ar vanden, ous en em adressi da un den venerabl pehini a voa gris e vlêo ha güisqet qempen, a lavaras dezàn : « Ha c’houi, tad Abraham, petra a sonjit-hu eus an amzer-mâ ? N’en doc’h-hu qet avis penaus an tellou euzus a laqer var qement a zo, a deuyo a benn da ruina ar vrô en antier ? Rac, peuaus ober evit o faea ? Petra a gonseillfet-hu deomp varguementse ? » An tad Abraham a voe ur pennadic amzer o sonjal, hac a respontas : « Mar fell deoc’h gouzout va fêçon da sonjal, e zàn d’el lavarat e bêr gomzou, rac, evit an den aviset mad, ne zeus ezom nemet nebeut a c’heriou.» Ne deo qet an nombr eus ar chomzou a garg ar boezel, evel a lavar ar pautr-côs Richard. An oll neuze a dostâs evit pedi an tad Abraham da gozeal, hac an assamble en em renqet endro dezan, e talc’has an discours-mâ :

« Va mignonet qer hag amezeyen vad, güir eo penaus an tellou a zo guell grén ; gouscoude, ma n’hor bez da baea nemet ar re a c’houlen ar gouarnamant diganeomp, ec’h alfemp esperi gallout o faea ezetoc’h ; mes beza hou eus un niver bras a re all calz goassoc’h deomp ; dre exempl : hon diegui, a guemer deomp daou c’hement eguet ar gouarnamant ; hou orgouill, teir guech ; hac hon dievestet, peder guech muioc’h