312 — Lusifer, daoust d’an tan rus a oa dindannan, a gave hir an amzer. « Âssa, kemener, emezan, goap a rez aclianon evelato. » Peur ober a ri da labour en ifern. » War ar ger e krog e Jozon gante grabanou hag e laka anezan en e zac h, bragou, neud nados ha saè hag all. D’ar red e tremen ar bourk gant e zamm. En em gaout a ra e kicben ar ster bag e wel en dro dezi eur vandenn verc*bedo walc’hi ha ganto kalz safar. Mad ez a an traou, emezan, aliez em euz aman tapet kalz pesked. Deomp daweletha n’hellimp ket tapout eur gommer beonak. Ne vezo ket fall em zac’h da zerc’hel kompagnunez d’ar c’hemener : berroc’h e kavo e amzer. Hag hen lezel e zamm war an hent ha mont etrezeg ar ster. D’ar memez mare, Maze ar Chïstr hag e gi a deue waran hent. Eur bloavez mad a jistr a oa bet ha Maze n’oa ket den da lezel madou Doue da vont da goll. Eur c’hovad mad en devoa great en dervez-ze. Horjellat a rea war e ziwesker ha klaska rea zoken pilat ar c*hleu- siou gaut e benn. Steki a reas ouz sac’h an diaoul ha koueza a reaz warnan war e bewar graban. Jozon a glemmas gant ar stokadenn hag a youc’has: « skoazell, skoazell, pe ez an gant ân diaoul. » — Piou a zo a:e, a c’houlennas Maze, diwesvet gant ar spont ? » — « Job an Dibener, da amezeg. » — « Piou en deuz lakeat ac’hanout er zac’h-ze ? » — « Lusifer e unan, ha va c’has a ra gantan d’an ifern. » — « Mad, komper, eme Vaze, Lusifer ne zalcTi ket ac’banout c’hoaz birio, d’in en deuz c’hoariet meur a dro ; va zro me zo breman. » Maze a ?igor ar sac’b, hag epad ma tic’hourdie Job e ziwesker, e laka e gi en e leac’h. Hag i kuit. Epad ma tec’he an daou gomper, Lusifer a glaske paka eur vaouez bennak euz ar ster en e lasou. Mez koll a reae boan ; ar gouent eo a rea kouez ha gant 1 leanezed n’oa euz an eil penn d’egile, nemed: « Ave Maria, Ave Maria. » E giz ebed ne c’helle lakât an distera sonj fall en o fenn. Digitized by GoOglC — 313 —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/642
Neuz