Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/630

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Red eo karet ha diffenn « ar vro » (la patrie) e lever ar vlstri krlaten. — Nan! n’eo ket redf nveo ket mad kementse, a respount ar vlstrl dizoue* « Ar gêr ’zo c’huek da bep-unan » ; — « gwaz a ze d’an hini1 zo ganet e gwall vro ». — Setu lavarou hon tud koz, eetu petra sonjomp hon-unan, ni fcristenien. — Mes, siouas! etre lavarou hor c/hendadou ha lavarou ar vistri dishual a zo breman e zeus disbenvelidigez vras Da genta, klevomp mad petra sinifl ar ger-se « ar vro ». Ar vro eo an ti ma zomp ganet ha ma vevomp ennban, an ti-ze laoueneat gant peden an tad-koz hag ar vam- goz, gant muzc’hoarz ar vam ha gant trous ha cholori ar vugale. —Ar vro eo ar parkeïer a droomp, a zislroomp hag a lakeomp e frouez ; — eo an ilis a zo bet test eus hor badiziant, eus or pask kenta, eus or promessaou bugale, e deus klevet al le or beus great an eil d’egile, ni prie- jou kristen ; eo ar vered a zalc’h relegou hon tud eat da anaoun ; — ar uro, da lavaret eo, or c’herent a dost hag a bell, hon amezeien, hor c’henvroïz, kement hini hor beus roet an dorn dezho pe bet digantho. Ar vro eo ar yès a gomzomp, al leiennou a heuil- lomp, an holl draou hag an holl dud a dost hag a bell ho deuz ar memez yès, ar memez reiz, ar memes inte- rest ganeomp. Kement-se ha kant tra all c’hoaz bet boaz hon daoulagat da velet, hon diouskouarn da glevet, or muzellou da lavaret, hon holl skiantchou da saouri a to eat doun en hor c’balon, ha dispartiet dioutho e lavarfet e ve diframmet diganeomp an anter ac’hanoump hon- unto. Ar vro ’zo c’huek ; rag-se, pegement e trid kalon ar martolod, ar missioner, an den harluet pa vel, en distro eus an estren, tour e barrez o tispaka dirazhan. Neuse eo e santont pegen doun eo eat karantez ar vro en o c’hreiz. Evit diouall ar vro, evit derc*hel dezhi e frankis hag e reïz, e roomp or bugale da vont da soudardet; hag ar re- man, mar bez red, a skuillo o goad evit hen difenn. An drapo a dri liou a vezo an arwez (l’emblème) anezhi. An drapo a valeo soun e penn ar vagad soudardet a vezo drant ha seder ous hen heuilh. An drapo-ze a ranko Digitized by GoOglC — 301 —