al lizer-marc’had, ha den ne glcmme : evit kaout ar peochmad eo da unan bennak plega. Mez, Pa roer eun troatad d*ar c’hi E kemer buhan daou pe dri. Ar Challaoued ivez eur wech mistri war Breiz nezale- jont ket da glask ober o mistri e Breiz ha dont a rejont ken brao a nebeudou a benn euz o zaol, ma stou breman an oll Vretoned da respont amen da bep orcmns a leve- ront. Evelse eo ema an traou : den n’am dislavaro. Eur bobl zo choaz e Brciz ? — Nan, n’euz ket. Eur bobl hag a bleg evel ma ra ar Vretoned, da bep avcl, n’eo pobl cbed kên ! Eur bobl hag a laosk bresa e wiriou pa n’o bres ket e- unan, n’eo pobl ebed kèn ! Eur bobl ha n’en deuz preder ebed mui gant traou e vro, n’eo pobl ebed kên ! Ar boblou a varv evel an dud. Pobl Breiz n’eo ket maro koulskoude c’hoaz mar kirit, mez war nez mervel eman ; n’euz mui anezan ncmed ar skeud euz ar pez m’eo bet gwechall; ar-re a c’helle rei dezan eur vuez nevez, ar re-ze dres eo o deuz roêt dourn dezan d’en em laza ; ar re ze eo o deuz laosket tri glen- ved: an diegi, an diwisiegezjhag an dizunvaniez da spega ennan hag a deuio abenn anezan e berr amzer : e cTielI beva c’hoaz eur c’hant vloaz bennak, rak petra eo kant vloaz e buez eur bobl ? Mez war e wele a varo ema, hag evclse ema ’n traou. — t Ma n’eo ket mantrus koulskoude a leveroc’h gwe- » let ar vuez tamm ha tamm o tec’het diouz eur c’horf » ken kaêr ha kcn galloudus ! » — Ya! mantrus ha doanius co, kement ha ma c*hell beza. Gwella pez a zo ne c’heller ket barn an den keit ha ma vez buez ennan. Eur bobl ivez keit ha ma ne nac*h ket e Zoue ha keit ha ma vir e yez a zalc’h en e zaouarn an alc’houez a lakaïo e jadennou da goueza abred pe zivezad (1), hag ar Vretoned evit c’hoaz n’o deuz ket nac’het nak ar C’hrist, Doue o zadou, nag o yez, ar bre- zonek, setu ma c’heller c’hoaz kaout eun eulfennik fisians en o amzer da zont. Digitized by GoOglC —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/606
Neuz