dud e karg n’int ncmed Gallaoued pc dud gwerzet d’ezo ar pez a zo goasoch c’hoaz. Ma vije bet eur bobl e Breiz evel en amzer goz, o welet ar goaperez, ar yudazerez hag al laeronsiou a rear d’ar Vretoned bemdez e peb doare e vije bet bervet ar goad en he c’hoazied, e vije bet savet en e zav, sounn evel m’eo dleet d’an den beza dirak an den : hag e Breiz.ar Vretoned dre blega o c’hein da geinent bazater a dremen a zo deuet da veza ker kroumm hag ezen ha beae’h a vezo ouz o digroumma ken. Ma vije bct!... mez petra zervich pa n’euz ket ken. Petra lavarfec’h euz an dra-man ? — Amzer zo bet e oac’h perc’henn ho tiegez, koll war goll ho peuz bet, merour oc’h deuet da veza, hag evit chom en ho merouri eo red deoc’h rei 1000 lur er bloaz d’an hini en deuz he frenet. Eun dervez ar mestr a deu d’ho kaout hag a lavar deoc’h : « Mall eo nevezi al lizer-marc’had, hag hiviziken » e rooc’h d%in-me 2000 lur er bloaz ha d’in-me da baea » ho mevellien hag ho plac’hed. » Lavaret a rafec’h diochtu ; « Oh! Aotrou, ne asantan » ket ober eul lizer-marc’had evelse avad; n’eo ketc’houi, » ket ’ta, ho peuz da veva gant va mevellien ha gant va » flaehed, me eo, ha p’eo gwir e vevan ganto e fell d’in » beza mestr d’o dere hel pe d’o c’has kuit diwar va zro » pa blijo ganen. » Evelse e rafcc’h, n’eo ket gwir ? ha ne vefec’h ket eun den ma n’her grafec’h ket. Mad! etre Bretoned ha Gal- laoued ez euz ivez eul lizer-marc’had o ren. Gwechall n’oa menek ebed a tlraou evelse, peb hini a ioa mestr en e di hag a c’houarne e dra; ar Challaoued a rea o mistri e Bro-Chall, ar Vretoned ne glaskent ket a drabas outo, en o leve e oant o-unan, mistri war Breiz ha mistri e Breiz : eur bobl oant. Mez siouaz digouezout a eure gant ar Vretoned koll pere henniaj o bro, hag euz mistri ma oant enni e teujont da veza merourien. N’eo ket brao beza merour, evelato pa ne vez ket re da baea e c’heller c’hoaz beva. Ar Vretoned evit kagut gwir da veza merourien en o c’hear a gase bep bloaz karradou aour da Baris, baga- dou potred yaouauk sedcr a yea bep bloaz war laesiou da zoudarded ha da vartoloded. An dra-ze a ioa heryez Digitized by GoOglC — 152 —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/605
Neuz