Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/575

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

oOglC Eun dudi hag eur frealzidigez eo evit ar galon mont da dremen sulvesiou maé da Folgoat; tenereat ha boukeat oll e vez : eno kement hini a zo c’hoaz eun eulfenn a feiz o c’hori en e greiz a deu e ene da veza buhan entanet dre ar skoueriou mad ha talvoudus a wel dirak e zaoulagad. N’oun tamm ebed souezet hag e chomfe e bro-Leon ken glas gwezenn ar feiz kristen pa bign euz he c’hreiz kement a bedennou birvidik varzu Mari hor Mamm : hi a zizro anezo deomp e gliz klouar an nevez amzer a zalc’h bepred fresk he deliou. • . JOB an hbr. LAMBADKI Unan euz ar chapeliou kaêr e Leon en henor da Vamm Doue eo chapel Lambader, gant he zour dantelezet, n’euz nemed Kreisker da veza kaêroc’h evitan. Pardon Lambader a bad eiz dez, mez da lun ar Pante- kost eo ama an dervez bras; dre aked an Aotrou Mengant, person nevez Plouvorn, peb tra a ioa renket evit ar gwella : an aotrou Kersimon,chaloni a henor, a rea ar pardon ; an aotrou Plassard, ar zarmon ha muzisianed an aotrou Havas a lakea an traoniennou glas da dregarni tro war dro. « Daou ugent vloaz a zo a lavare d’in eun amezegez » kos da I. V. Lambader e welan ar pardon, ha biskoaz » n’her gweliz kenkaér. » Ar Werc’hez ken nebeud da gredi eo n’her gwelas ket ken kaêr pell a zo hag he bennoz e Lambader a gouezo puilloc’h puilla. gwinevbz Pardon I. V. an Armeou e Gwinevez n’eo ket eur par- don kos ; mez eur pardon eo hag a zere ouz hon amzer : savet eo bet evit goulenn bennoz ha skoazell ar Wer- c’hez galloudus war hor soudarded hag hor mortoloded : ar zoudarded hag ar vortoloded a zo diouallerien ar Vro. An aotrou Cardinal a rea ar brezegenn ha stummet mad e oue gantan en eur brezonek reiz. Digitized by GoOglC —