Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/574

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

— 126 — Pell a zo n’eo ket bet kaseat Doue kement ha ma zeo en amzer-man : eur bern tud hag o deuz kollet peb tra o koll o feiz ne labouront nemed dre gasoni out An; kement a reont hag a Ieveront a zo great ha lavaret dre gounnar euz an Tad a zo en Nenv : c’hoant o deuz ne vefe menek ebed anez An ken war an douar ha c’hoant da viret ouz ar re all da zevel etrezek Ennan, dre ar bedenn ha dre ar galon. Daoust da-ze, biskoaz marteze, n’eo bet ken diyeodet hent Rumengol hag ar Folgoat eget n’eo bet er bloaz-man epad miz maê gant ar bardounerien. Breiziz o deuz c’hoant ober o fenn o unan ha n eo ket re abred : nebeud a van a reont euz ar pez a c’hourc’he- menn Paris ha n’eo ket eur pec’hed bras an dra-ze ken nebeud; kaer a zo klask mouga ar feiz en o c’halonou ne deuer a benn euz a netra nemed da lakaat he grisiou da vont enz ar galon betek ar spered hag eur wech ma c’hello mont eno doun neuze netra ne c’he!Io rei brall dezi ken — hag an dra-ze zo da veza mennet. Ar pardoniou a zo digor hag heuilhet int: Alleluia. Ra vezint eun eienenn a c’hloar evit Doue hag a beoc’h evit an dud. Evel-se bezet great. RLMENOOL Ar bardounerien e Rumengol. Dont a reant a vandennadou, a bep tu, euz Leon hag euz Kerne, a bell hag a dost, Iaouen o c’halon o sonjal o divije gwelet hep dale Intron vad Rumengol. En em lakaat a reont d’an daoulin pa welont tour ar chapel, ha goude, ar chapeled en o dourn, e tigouezont e kear. Brao oa gwelet anezo o taoulina dirak skeudenn ar Werc’hez o pedi anezi gant kalon, oc’h ober seiz gwech tro ar chapel, darn war o roched ha diarc’henn, hinien- nou zoken war o daoulin..... Pa z’euz kement a garantezevit Intron Varia Rumengol e c’hellomp kaout fisianz, n’ema ket c’hoaz hor bro o vont da goll. F. Leon. Digitized by G