— 109 — d’ar c’houls-ze Hirio c’hoaz eoezennou ar Zeland-Nevez e vez gwazadou-skorn bras ouz krab ar meneziou anezo ha koulskoude e vez klouar meurbet temps an eaf eii traoniennou tro-dro ; enno e weler o sevel raden gwez- henvel (fougères arborescentes) gwez palmez ha planten- nou all eus ar broiou tomm. Ar bezans (1) en Europ, d’ar mare-ze, eus leoned, tigred, olifanted ha frikorneged (rhinocéros) n’eo ket, a-hent-all, eur brpveneus tommder dreist an amzer. Leoned a veze kavet c’hoaz beteg ar pempved kantved araog H. S. e lodennou-zo eus goure- nezen ar Balkanou ; an tigr a gaver c’hoaz hirio e Bro- an-Afganistan- hag e koajou ar ster Amour (Azi ar Sav-heol), broiou e-lec’h ma vez yen-yen ar goanv.Evïf pez a zell ouz an olifanted hag ar frikorneged a veve en* Europ epad ar peware pennad-amzer, seurtjou e oent hag a veze goloet a vleo hirr ha stank ha na vezent ket,’ sur awalc’h, ken kizidik ouz ar yenien hag an olifanted hag ar frikorneged divleo a gaver hirio en Afrik hag e lodennou tomm-poaz an Azi. Hirio c’hoaz, an tigr, a vev e Bro an Amour elec’h ma vez yen-skorn ar goanv, a zo gantan eur c’hreo teo a vleo hirr na gaver ket gant tigred Bro-Indez. R. Ar Rouz. (Da, genderc’hel). A N *EA R (kendalc’h) Evit ar re glanv, an ear vad a vo talvoudussoch alies eget oll louzou ar medisin. Gant ma vezo souchet mad etouez an dillad, n’eus riskl ebet, digorit dor pe brenestr; taolit evez e kement-ze eus an avel-red (le courant d’air). Ar ridochou var gouele ar c’hlanvour a ra peurvuia muioc’h a zrouk eget a vad. — Beillit, m’en deus eur c’hlenvet spegus evit na grancho ket na var ar leur-zy na var ar solier. — Dastumit an dillad fank en ho fart ho-unan. Araog ho goalc’hi, taolit varnho dour bèro. — Na dit morse gantho d’ar poul-kanna; lennit dour izelloc h pe goalc’hit en eur vassin ha taolit an dour en eun toul en douar, ha bervit mad audillad-ze. Dre deuler evez, e c’helier miret dious kontam. (1) Bezzns ssprésence, existence. Digitized by GoOglC - 110 —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/557
Neuz