C — 108 — Er c’hontrol, ar bili diwar cur wazad-skorn a vez alies benet a-duigou (taillès a facettes), hag ar re anezo a zo anboulaet a vez garanet enno eleiz a roudennouigon. Ouspen ar bili paket en he dounder, ar wazad-skorn a gas ganti, war he gorre, mein all, darn anezo bras meurbet, bet dizachet diouz ar c’hribennou tro-dro. Ar mein hag ar rec’hel-ze, mar d’eo hirr-hirr ar wazad- skorn, a vez kaset evelse ganti pell-pell diouz al lec’h m’edont ennan da genta. Rcc’hel dilec’hiet pe kantrect (blocs erratiques) a vez great anezho. Ar rec/hel dilechiet, a-unan gant ar c’horreadou reier kompezet ha roudennet hag ar bili garanet, a zo ken liez a routjLou o testenia war bezans (existence gwazadou- skorn koz eu eur vro. Dioujto eo o deus gallet an natu- rierien (naturalistes) anaout e oa gwech-all, e broiou-zo $us an ;Europ evel an Arvern, Iverzon ha Bro-Skoz, gwazadou-skorn o deus steuzet diwarnezo eur reujad spontus a gantvejou kent dcrou (J) an istorvez (la période historique). k E-kerz (a-zoug) Amzer ar Skorn Bras, broiou an Hanter- noz eus an Europ, Norvej, Sued ha Danmark, a yoa ouz o golo eur gwiskad teo spontus a skorn henvel ouz an hini a c’holo,hirio ar Groenland. Lost ar mellou gwaza- q]ou-skorn a ziskenne gant dinaou an Alpou skandinavek a, ’n em astenne beteg Bro-Zaoz war eun tu ha beteg ar Rusi war an tu-all. Neb a vale kompezennou bras ar Rusi hag ar Pologn a gij (2) aman hag a-hont ouz rec’hel hras a zav, o-unan-penn pe a strolladou, war ar blenen hag a vez dishenvel o danvez diouz danvez ar rec’hel a ra diazez ar vro. Digaset int bet gwechall gañt ar gwazadou- shorn dious lein an Alpou skandinavek beteg ar broiou- «e. Ar Prus, an Aimagn, Bro-Holland, hag ivez ioden- nou-zo eus Bro-Saoz tro ouz ar Sav-heol a vez street (3) outo evelse mellou rec’hel mean-greun deut eus meneziou an Norvej. ¦" Daoust da gement a skorn, na zeblant ket koulskoude beza bet yen-kenan an temps-amzer (4) war an Europ (1) Derou = commencement. ’’• \1) Kijout ouz (Kerne) = rencontrer. (3) Strei (Kerne; = éparpiller, disperser. (4) An temps-amser, temps an amzer, temps an ear = le cUmat. Digitized by GoOglC
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/556
Neuz