Ne d’oun ’med eur goueriadez paour divar ar meziou,
Ha goulskoude eürussoc’h eget tud ar c’heriou ;
Ne ruillan ket eveldo aour nag arc’hant aleiz !
Mez me ’m euz kalzik guelloc’h : va iez kaer ha va feiz.
Me ’m euz kân a1 labouset ha c’huez-mad ar bleuniou ;
Ezennik fresk ar mintin, ha dour ar feunteuniou ;
Me am euz trouz ar mor bras… p’her c’hlevân o krozal,
Va c’halounik paour em c’hreiz n’em laka da dridal.
Rak me m’euz bot her c’haret ; hag atao her c’harân,
Daoust n’hen c’hlevan aliez ; rak goall bellik e-man ;
Mes e goeled va c’haloun he zonj a zo choumet
Evel sonj eur mignoun koz, morse ankounac’hêt.
Bemdez epad ar bloaz me a zao mintin mad ;
Oh ! nak a draou kaër neuze a vel va daoulagad :
Er goanv karden al leur gant ar rëo guenn-kann
O lintri gant al loar ’vel eun dousier arc’hant.