da cliellout anaout ha karet o gouenn, o yez hag o bro, ha kanaouennou dezo[da gana, rak eun den yaouank ha ne :;»n ket n’eo ket eun den yaouank eo, ha penaoz e kano an deo yaouank traou mad ma ne gouei etre e zaouarn, neme.l traoa Ifan 3*. — Pennad ar c’hoarierien. An teatr breztmek ;i va war araok an traou gantan e pewar c’horn Breiz-Izel, ha zoken en Anjers hag e Paris. Mcnek a vo aman euz ar gouelïua h:v- euz ar c’hoariadegou vrezonek ; D’ar 4e. — .Pennad ar botred yaouank a zo dindan an anuou pe war vor pe war zouar. Ne dal ket ar fred poania da vaga spered breizad ar yaouankiz ma laosker anezan heb ma^adurez hag heb skor epad ar bloaveziou a dremener en arme, rak mouget e vô dizaie; evit diarbenn eun hevelep darvout Fe\z ha Breiz a vo ennan bep miz keleier ar Vretoned vad a zo dindat an armou ; D’ar 5^. — Pennad ar Vretonezed vad a zo en Emgleo merc’hed kristen Frans ; menek a vo ennan euz an doare ma ya war araok an emgleo-ze e Breiz. Ar skiant prena a zesk deomp e tleer beza piz war amzer al lennerien pa vez c’hoant da veza lennet. Red eo eta poania da lakaat kalz traou e nebeud geriou. Pedi hag aspedi ran breman va mignouned euz Breurie: Breiz Kloerdi Kemper. Roitdeomp ivez an dorn, tud yaouank ar c*helc’hou studi pe an)jteatr brezonek, ha c*hui muzikerien ha desinerien euz ar vro. Ne ankounac’haït ket ac’hatJomp ken nebeud, c*hui a zo e penn emgleo Merc’hed kristen Franse Breiz. Ama zeuz labour evit kement hini en deuz c’hoant da welet Breiz-Iiel an amzer da zont o sevel, kaêr, war disman- trou Breiz-Izel an amzer dremenet. « O poan hag o c’hamzer » ’Vit Breiz-Izel hag he brasder. » Ha ma ra e zle peb hini » Beleien ha tud deaket, » Tud yaouank ha tud ergosni » Breiz a vo adsavet. » faU? — 51 — eur baourez e
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/526
Neuz