oll breurieziou savet ennhi, ha dioustu e vezo sellet a gorn outhan, peb rener bihan en devezo aoun da veza lakeat en eur renk izelloc’h, hag da velet he vreuriez eun tamik ankounac’heat. Hag an traou-ze oll a c/hoarvez dre ma n’ouzomp ket petra eo labour ar gatholiked, penaoz en em gemeret evit kas da benn mennosiou an Iliz. Ar barrez ive a zo eur genvreuriez, hag ar genta kenvreuriez. E labour a zo klask gloar Doue, hag on hini, katholiked, pe ni a zo enn eur genvreuriez all, pe n’emaomp ket, a zo astenn on dourn dezhi. Sklear eo neuze e tleomp labourat evel ma 0’hourc’hemen deomp ar re a zo bet karget gant Doue euz ar zilvidigez, habeza prest, ma vez kemehnet deomp, da chench tu d’ol labour, pe d’en dilezel evit eun all bras- soc’h ha talvoudusoc’h. Red eo deomp beza unanet en ol labour gant or parrez en hevelep doare, ma ne ve ol labour nemet eur gostezen euz labour an Iliz, hag evït-se lezel a gostez kement tra a c’helfe pellat an dud diouz an oflisou. Pe rak en em voda assamblez da vare an offeren pe ar gousperou ? Ober kement-se a zo ober ar c’hountrol beo da vennosiou an Iliz, ha n’eo ket an dra-ze labour ar gatholiked, eur vech c’hoaz. Ar re-ma ne dleont ket beza rannet, labourat peb hini en he bart he-unan ; ar pez a c’houlennomp eo ma ve labouret assamblez, rag ar pez on deuz da ober n’e zell ket ebken ouz he-ma pe enhont, al labour-ze a zell ouz an oll. « En em garit an eil egile », a lavar ar Mestr. Evidomp-ni, dalc’homp sonj mad, ar pez a vag ar ga- rantez etouez an dud eo al labour a reont a-unan, ha n’ankounac’haomp biken ne vezo saveteat or bro nemet dre ma poagnimp assamblez, dre ma labourimp a-unan etrezomp, a-unan gant an Eskob ag ar Pab. Va Gouenn, va Yez, va Bro En dro d’eun tiegez mad e vez meur a dachenn, tre- vajou dishenvel enno ; en dro da Feiz ha Breiz ez eus ivez meur a dilabour ha meur a gevrenn rak ar spered evel ar B. PÔL. Digitized by Google
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/523
Neuz