Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/522

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

6 — kaos. Ar penn-kaos euz ar c’holl, eur beleg euz ar Bel- gique, custum braz da veva gant micherouiïen hag arti- saned ar vro-ze, en deuz cn diskleriet deomp : m’ar d eo chomet an treac’h don enebourien, n’eo ket abalamour n*on diyije ket dispaket on daouarn, mes abalamour mon deuz brezellekeat peb hini en he bart e-unan. Ha n’eo ket gwir, goazed ? Evessaomp eun tammik ouz ar pez on deuz great, hag e velimp. Ne fell ket din lavaret e vemp bet o labourat evit or patrom ; er c"honn- trol, en em roet oump d’an oberou mad, peb hini gant he oll volontez vad, heb eur zell var he interest, heb marcliata gant he boan. Ha goulskoude setu ama petra zo c’hoarvczet. Abalamour peb hini ac’hanomp en deuz staget d’he labour gant re a aktfl, astenned he vreach larka ma c’helle evit chacha muioc’h d^he du, on deuz re rannet ol labour, hag evelse peb hini a zo eat gant he da- chen heb taoler evez ouz he amezok, hag heb dont d’er sikour, ne oa mui a unvaniez etre ar inevellien, ha setu allabour n’eo bet nemet anterc’hreat. Ha m’az eo deuet ar mestr da c^hour^hemen deomp en em zikour oll, omp chomet re aheurted, n’on deuz scntet nemet en eur c’hros- mol, ha c’hoaz. An dra-ze on deuz great, ni katoliked. N’on deuz ket evesseat mad penaoz e ranker labonrat evid an Iliz, labourat a-unan gant an Iliz ; n’on deuz ket evesseat e labouromp oll, ni kristenien, var ar memez tachen, e tleomp eta mont d’ol labour dourn ouz dourn, ha labourat a-unan, evel ma c’hourc’hemen deomp ar vistri lakeat gant Doue don hentcha. Goulennit ouz an den-ze, hag a zo, ma kirit, e penn eur Mutuelle-bétail, perak eo eat d’an offerenn-blean, el leac’h mont d’an ofïeren-bred, hag e respounto deoc*h: Urz em* oa da lakaat em c’houutchou. — Mez perak n’o peuz ket gedet goude an oiïerenn-bred ? — Oh ! ia, eaz eo kaozeal ; hag amzer goude da gounta an arc’hant?... Setu ama eur barrez gwech all brudet evit e feiz; hirio n’euz ket eur paotr iaouank en offeren-bred, perak ? Aba- lamour da ober eun tam gymnastique ; gwech all ec’h en em vodent en Iliz, brema ec’h en em vodont el leac’h all, peoc’h eta divar benn an offerenn-bred. Dont a raio marteze eun den a benn hag a skiant da glask krenvaat ar feiz er barrez en eur voda en unan an Digitized by GoOglC — 47