lavaret etouez ar veleyen hag ar re vella etouez tud ar bed ? Marteze oc’h euz c’hoant da lakad kaozeal divar ho penn ha dont da veza eun dra benag ? e guirionez var an hent en em gavit, mes, va Doue, na pegen mantruz eo al labour a rit! Daoust hag evel Luther ha Calvin eo oc’h euz c’hoant da zevel dreist ar re all ? An ourgouil a zo bet atao merk an heretiked, ha morse ar re-man n’o deuz gallet sevel huel var an douar nemet o toulla doun ho flas en ifern. Doue ra viro ne ve guir evidoc’h ! Ra zeuio he drugarez da gaout dor zigor en ho kalon evit ober d’eoc’h distrei var hent ar virionez. Ra zeuio da ober d’eoc’h distrei dre an humilite, o tiskar ac’ha- noc’h gant karantez evel guechall sant Paol var hent Damas, ha da ober ouzoc’h eun difennour evit he Iliz. Ra zeuio da bardoni d’eoc’h.ha d’ar re a zonj eveldoc’h, an drouk a rit, marvad heb gouzout d’eoc’h. Evidon-me, Aotrou, a bed a greiz va c’halon evit ma tistroot deuz Doue, ha prest oun da skuilla va goad evit-se, rak gou- zout a ran pegement a joa a vefle er baradoz, ha pege- ment a joa a veife ive en dro d’eoc’h etouez ar gristenien y^l. » Bet oun pell var var araok kass d’eoc’h al lizer-man. Choant em boa d’he gass evit ober vad d’eoc’h, rak Doue a gemer avechou ar re falla evit ober he labour, rak neuze ar gloar a zo d’ezhan a bez, ha deuz eun tu all, aoun em boa da zisplijout d’éoc’h. Avechou zoken, mez em euz oc’h anzao, em euz bet aoun e teuflec’h, abalamour d’ho kallout hirio, da ober gaou deuz an ti-man, em euz c’hoant beva ha mervel ennhan ; koulsgoude n’oun ket bet chommet pell gant ar zonj-se rak an dra-ze vije bet sonjal drouk ac’hanoc’h. Ho kalon vad a zo anavezet ha nTieller ket sonjal kementse divar ho penn. Beleg oc’h, ha kement oc’h euz karet labourat evit silvidigez an eneou ma kassin atao ar zonj-se pell deuz va spered. Mar deuz unan benagkoupabl en ti zantel-man, ezeome, ha me va-unan, mes fizianz em euz e kavin pardon, rak anaout a ran ho kalon madelezuz. Kredi ran zoken e viot hon difennour guella hag or bezo, heb dale, anaôudegez vad da gaout evidoc’h. » Ho servicherez leun a respet, » VlCTOIRE DE SaINT-LuC » (Da genderc’hel). L. G._____ le Gérant: F. Oboroelin. Brest. Imp. rue du CMteau, 4.
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/506
Neuz