Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/505

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Roue evit lezel ar fallagriez da ren, eo o deuz aozet a bell zo, ar reiz nevez-man ; hag ar re o deuz savet ar Gonsti- tution a zifennit, o deuz kement a faliagriez hag a zis- lealdet, ma tcuffent da ruzia gant ar vez ma vent dizoloet, evel ma vezint en dervez diveza. En dervez-se, dervez a sklerijen: e vezo guelet e peleac’h e ma ar guir hag e peleac’h e ma ar gaou. Mes n’eo ket red gortoz neuze évit gouzout e maoc’h o tu ar gaou ha ni e tu ar virionez pa’z eo guir ni eo a zo goall gaset. Ar virionez a vez atao goall gaset, dre-ze eo ech anavezer anezhi, ha merk ar gaou eo ober drouk. Jesus-Christ a lavare d’he ziskibien e vijent goall gaset, goloet a zismeganz, duet gant ar geier ha stlejet dirag ar varnerien, ha neuze o divije leac’h da gaout levenez en ho chalon, rak rekompanz kaêr a gavchent en Env. Sonjal en digpll-ze on deuz da gaout, eo a ro nerz d’eomp, hag euruz omp da veza eun tam benag henvel deuz hor Mestr. » Evit difen hor Relijion ni raffe neuz forzpetra, prest omp da vervel zoken, hag an tourmanchou krisa ne spontfentket ac’hanomp, hag el leac’h goulen ma kouezo tan an Env var hor bourrevien ni c’houlenno pardon evithoha trugarez evit ma tistroint ouz Doue.

» Ni rai evel hor Zalver pa lavare divar he groaz : « Va Zad, pardonit d’ezho rak ne ouzont ket petra reont. » » Anamzer griz a dremenomp a ra d’eomp huanadi gant an anken, hag ar pez a ra d’eomp dizec’ha gant ar gla- c?har eo guelet taga ar Relijion zantel. Fizianz on deuz, koulskoude, e teuio Douc dhor zikour, hag oll c’hallout an ifern ne drec’ho morse an Iliz. Doue leun a vadelez, an Tad leun a garantez goude beza lezet kastiza he vu- gale abalamour d’ho fechejou, a deuio d’ho c’haout evit ho zevel hag ho c’hennerza, hag ar re a vezo bet ar via- len evit hor c hastiza a vezo torret ha sklapet en tan. » Ah ! Aotrou, epad ma n’eo ket c’hoaz re zivezad, digo- ritho taoulagad dar virionez ; ra zeuot da anzao ho fazi. Daoust ha mouez eun nebeut tud dallet gant ar Revolution, e deffe muioch a bouez var ho kalon abalaraour ma leveront e rit mad (marteze ennho ho-unan e reont fae varnoc’h), eget istim an dud vad ha santel, glac’haret gant ar pez a rit ? Ha kredi a rit kaout, c’houi hoc’h- unan muioc’h a sklerijen hag a furnez eget an oll koulz