15 — { gwir. Poania, dre gaôr hag a nerz-kaloun, da zerchel peoch hag urs-vad en touez an dud, ne deuz great ken biskoaz, ha ne c’houlen ober ken. A hent-all, an oll her goar mad-tre, ma klasker brema dialc’houezia hor c’houstianz ha furchal ennhi en despet d’eomp, n’eoket anIliz e deuz digasset archiz-se, n’eo ket hi, he enebourien avad eo a ra ar vicher-ze, a zo d’he heul kement a drouz hag a reuz. An dud eün ha leal, ha pa ne vefent ket, var ar gwir Feiz, a du ganeomp, a lavaro ho-unan: mar deuz savet en ho pro muia karet, kement a drubuill hag a zispac’h divar benn ar relijion, n’eo ket gant an Iliz eo bet c’huezet an tan da genta, gant he ene- bourien eo. Gouzanv ar brezel ha netra ken, setu petra e deuz great an Iliz, dreist-oll, epad ar pemp bloaz var- n-ugent diveza-man. Evelse var eün e ma an traou. Lennit ho c’hazetennou, selaouit petra glever gantho, e keraent leac’h ma ’n em zestumont, a vanden, evit en em glevet etrezho, petra leveront e toullou-kuz, a blij kement d’ar Framassouned, petra ziskleriont ho-unan, a vouez huel e Kampr ar Gannaded hag ar Senatourien, lakit evez gant pegement a ijin e klaskont ho zu da ober bemdez mui a zrouk d’an Iliz, hag e klefot, hag e welfot ha n’eo ket guir ar pcz a leveromp. Ne dalvesfe da netra klask nac’h pe dislavaret testeniou ar seurt-se. Kaout trouz ha brezel, n’euz fors divar benn pe seurt digarez dreist oll divar benn ar Relijion, ne blij tam d’an Iliz ; dislavaret an dra-ma a ve he zamall e gaou ha teuler dis- meganz varnhi. Ne c’houlen ket, ken nebeut, beza enkrezet ha brevet a daoliou, rag re vad e oar petra goust kaout da ober gant bourevien, n’e deuz kavet nemed re anezho var he hent e peb amzer hag e peb bro. N’eo ket m’e defe aoun razho ; epad meur a gant vloaz eo chomet da vuntra etre ho daouarn, ha ma.vefe red e wesfe c’hoaz enebi outhoi kalonek. Divalo eo koulskoude ha fall-tre ober kement a zrouk d’ar gristenien ha miret outho da zaoulina, evel m’o deuz choant dirag ar gwir Doue. Ogen, an drouk a zo drouk ato, hag e plijfe zoken gant Doue tenna diou- than eur vad benag, hag an Iliz a zo kas ganthi guelet ober brezel d’he bugale. Ouspen ma ra gaou outho, eur seurt brezel a rofe dezho poaniou heuzus da ziwoaska ; Digitized by GoOglC — 10 — setu perak
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/489
Neuz