_ 14 — ken kriz reuziou marteze, pe grisoc’h zoken marvad, egetar re oc’h euz bel da chouzanv beteg hirio. Furnez eo eta, da bep hini, beza var evez ha var c’hed. Bezit evelato dienkrez, leun a fizianz hag a nerz-kaloun ; neuze, hag e ve ken start all ar stourmad, ar gounid a chomo ganeoc’h. Penaoz ne vijech ket treac’h ? Piou a c’halfe rei lamm da dud hag a c’hoar, evel a rid, dougen dorn an eil d’egile, ha chom ken start en dro d’ar Pab, harpet var roc’h an Uiz ? Hon enebourien ne ma ket an dra-ze da zeski gantho. En taol kenta, o deuz, var-eùn, gwelet peleac’h edo skei. Mall oa gantho lakad speuren entre c’hui ha Ni. Ho tis- taga diouz kador Sant Per ha lakad trouz etrezoc’h. Da bep mare hag e peb giz, n’o deuz klasket ober ken. Darn a lubane ouzoch gant ardou ha komzou flour, darn all a glaske ho spounta dre c’hourdrouzou rust ha divergont. En aviz ober deoc’h trei kein d’ar gwir relijion, e c’houe- zet en ho skouarn, a beb eil tro, lavariou kaêr pe gom- zou pud ha ter ; ekinniget reiarc’hant deoc’h pee chour- drouzet kass ac’hanoc’h da glask ho poued; evit dont a benn d’euz ho zaol n’o d’euz espernet nag ijin na nerz. Difun avad ha start en ho feiz, oc’h euz gouezet tremen, eb skei ennho, a biou al lasou stignet dindan ho treid. Ma ne zeuomp a benn, a leverchont neuze* da ober dezho disprijout ar Pab, pe da vihana, kemer difizianz outhan, n’on devezo gounezet netra. Hag hint raktal, en ho c’ha- zetennou, e Kambr an Deputeed hag er Senat, da zrouk- liva, da damall e gaou hon oll oberou, da rebech d eomp traou hag a wient mad tre, n’on doa biskoaz sonjet ennho. An Iliz, eme-hint c’hoaz9 n’e deuz kenc’hoant nemet da c’houeza tan-gwall er vro divar benn ar relijion; nemet ma vezo klasket he heskin hag he bourevi, ne c’houlen ken ! — Peadra zo da chom mantret o klevet ober d’ezhi hevelep rcbech. Savet gant an Hini zo diskennet en hon touez da zigaz ar peocTh var an douar, da c’hounid da Zoue hor c’haionou ; bet dezhi he-unan, ar garg da gen- derc’hel ar peoc^h, ha da lakad ar garantez da ren er bed-man, penaoz-ta, nemet varboucz nac’h ha terri ar garg fiziet ennhi, e c’halfe an Uiz klask trouz, ha c’houeza brezel divar benn ar relijion. Ar chontrol-beo eo a zo Digitized by GoOglC —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/488
Neuz