13° Madalen o peuz pardounet, Hag al laer o peuz selaouet: Fichans d*in-me o peuz roet. 14° Dister va feden, mar kirit, Mez dre vadelez, pa c’hellit, Diouz an ifern va diouallit. 15° E touez ho panden zenved, Ha disparti diouz ar bouc’hed, En tu deou ra vin kavet. 16° Pa vo ar re fall mallozet Hag en tân euzuz bet stlapet, Ya galvit gant ho mignounet. 17° Bete ’n douar va fenn stouet, Ha va c’haloun gant keuz rannet: Ra finvezin mad, me ho ped. 18° Nag a zaelou vezo skuillet Euz ar bez fvit beza barnet. 19° Pa zavo ar pec’her kablus : Trugarez ’vit-han, Jesus ! 20° D*an Anaoun, va Doue, Roit ar peoc’h ive. Evelse bezet great. F. K. —• ^ ¦— AR VUEZ Pa zigouez an nevez amzer Ar gwez ’n em c’holo a zeliou, War ar branc an euned seder A guz er glasvez ho neizou. Mez an deliou ne badont ket Euz an eil blavez d’egile, Hag an neizic vez dilezet Gant an eunidigou ive. Digitized by GoOglC — 342 —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/459
Neuz