2° O va zud keiz, pebez anken! Da bep unan brema-zouden Vo difuiliet piz he guden. 3° An drompill skiltr a dregerno, Hag euz ho bez, ar re varo Varzu ar varn oll a gerzo. 4° Maro hag all, peb tra grouet A jomo evel sebezet Gant an dud d’ar varn o redet. 5° Al leor braz so digoret: Peb tra varn-han a zo skrivet, Ha diout-han ’vezor barnet. 6° Setu azezet ar Barner ; Kement so kuzet a veler, Peb hini gav diouz he ober. 7° Pebez doare trist, eme c’hui, N’ouzon pe du en em drei! Ar zent a veac’h zo dizousi. 8° Mestr braz, ha Salver pep unan Evit netra, var a glevan : Baradoz d’in a c’houlennan ! 9° Jesus, na ankounac’hait ket, Evidon-me c’hui zo ganet, Mirit hirio na ven daonet. 10° Ouz va c’hlask oc’h bet skuizet, Var ar groaz oc’h euz va frenet : Kement-se oll a ve kollet! 11° D’eoc’h ar pec’her a rank paea, Mes pardouni helfac’h brema Araog deiz ar varn ziveza. 12° Klevit hirvoudou eur pec’her, Mez hen deuz gant he wall-ober ; O pet trugarez em c’hlever! Digitized by Googl - 341 -
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/458
Neuz