all. » — 113 — der heur var-n-ugentgoude ma vije croget ennho, nemet beza o diche ouspenn tri-ugent vloaz. Abalamour da se cals beleien a dec’has d’ar broiou all. Moes cals ive a jomas cuzet etouez an dud vad. Evit derc’hel d’ho buez ar veleien baour oa red dezho c’hoari meur a dro gamm da soudardet ar republic. Eur zon oa great hag a lavare : Ar beleg zo eul lapous, avad, Hirio e ma el lannog, varchoaz er c’hôad ; Brema ma en neis pic e verr en neis bran Eleac’h m’en dezho bet he vern, ne zrebo ket he goan. Hag evit guir, ar veleien baour a zioualle guella ma c’hellent. Meur a hini o deus dleet ho buez da daoliou fin evel ’zeomp da gounta divar benn eur manac’h deuz Montroulez. Ar manac’h-se a reat an tad Noirot anezhan. E couent Sant Dominiq edo, e Montroulez, pa saillas ar revolu- sion. Ne dec’has ket kuit. Chom a reas e kear, nemet en doa kemeret dillad bourc’his. Ha gant an dillad-se, ez ea bemdez deus an eil ti d’egile, deus an eil ru d’eben evit. guelet ar re glanv ha cofes ar gristenien. Avechou e la- vare an oferen en eur gambr, avechou all en eur c’hala- tez benag. Bihan oa ha treud gant an dra-ze, lavaret e vye n’oa ket eun dornad anezhan. Discuillet — rac pic pc vran a glev atao — discuillet oa bet. Clasc a zavas dezhan. Hag eun devez edo en eur gambr o coseal gant eun itron, pa saillas an archerien en ti. — « Sur omp e ma an » Tad Noirot aman, emezho, d’ar plac’h. Digorit deomp » ar c’hramchou. » An itron a glevas, hag hi crial d’he flac’h deuz he c’hramp : — Ia, ia, Mari, digorit ar c’hramchou d’an archerien.
An itron-ze oa teo e gis d’eur varriken. Dougen a rea atao var he chouc eur vantel hir ha ledan. Hag hi, dastu, lavaret d’an tad Noirot azeza var ar gador ledan oa eno. Teuler a reaz he mantel adreg he c*hein var bordou ar gador hag ec’h en em lakeaz var barlen nr manac’h. Pa bignaz an archerien e lavaraz dezhô; — « Aotronez, Digitized by Go