108 — Iann Montfort a c’houIennaz sikour digant ar Zaozo ha Charles de Blois digant ar Frans. Neuze e oue guek tud a bep bro o tont var Breiz-Izel evel eur vandeu chaa naoneg. Ne glevet hano nemet deuz brezel hag emga azaleg Landreger, Sant-Malo, an Naonet ha Bresl Thomas Agewort, kabiten zaoz, a reaz prizonier Charle de Blois, e Roc’h Landreger, ha nebeut amzer goude oue paket he-unan etal Auray, ha lakeat d’ar maio gao ar cfhabiten Cahours. Pa glevjont kementse, kement zaoz a oa e Breiz-Izel^ ieaz drouk ennho, ha dreist oll Pembroc’h, pe Banbo rough, mestr neuze var gear Ploermel en hano Montforl Lakad a reaz kargou pounner var dud ar vro, kassarea he zoudarded a bep tu da laeraz, da laza ha da gemere kement tra a blije d’ezho. N’eo ket hebken ar oazed, a merc’hed ive hag ar vugale a lakeant d’ar maro. Kouls goude en amzer-ze ez oa en em glevet an diou gosteze da ober eun ehan epad ar vrezel, hag ez oa difen da obc drouk da zen. Tud a vrezel Breiz-Izel a zante ho goad o virvi, klevet ar pez a dremene. Beaumanoir dreist oll, abalfl mour d’ar galon aour a lamme cn he greiz, ne bade mu Mestr edo e Josselin en hano Charles de Blois. Ne ’z euz nemet teir leo deuz Josselin da Bioermel, ha he-unan e fellaz d’ezhan mont da gaout PembrocTi. Obc a ra d’ezhan rebechou c’huero abalamour d’ar pez en do Iezet ober ha gourc’hemennet zoken. « Ne ’z oc’h nenu eun trubart, emezhan, ha deuet oun da choulen koui diganeoc’h deuz ar pez oc’h euz great a enep lezen pe guir, hag a enep an enor, keit a ma pad an ehan. * Ar Zaoz a verve o klevet komzou ken kalet hag lavaraz : < Souezet oun o klevet eur Breizad o tama d’eur Zaoz beza digalon. » E peleac’h e ma, etouez ho re, an hini eneuz kutulk lore var dachen ar brezel ? Ar Zaozon, ia, ar re-ze o dei great taoliou kaer, hag a zo brud anezho e kement rouai telez so. Hag ouspenn, emezhan, bezit dinec’h, Breiz-I» a bez a vezo heb dale da Iann Montfort. » An daou gabiten o. d’oa beac’h o kozeal gant an droa a oa ennho; n’eo ket komzou plean a oa gantho, sevel reant ho mouez, lemm ha c’huero oa ho zeod. Digitized by GoOglC — 109 —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/414
Neuz