Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/413

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

————

EMGAN AN TREGONT

————

En derveziou tremenet ez euz bet kalz hano deuz ar Zaozon dre aman, bet int e Brest o tiskuel d’eomp ho listri a vrezel, ha c’hoant o deuz, a leverer, da veza mignoned d’eomp. N’int ket bet aliez hor mignoned, hag evit digas da zonj da Vreiziz deuz eun dervez enoruz evitho, em euz c’hoant da skriva eun draik benag hirio divar benn Emgan an Tregont.

Er bloaz 1341 e varvaz Iann III, duk Breiz-Izel, ha kerkent e savaz brezel etre ar c’homt de Montfort, de- mezet da Jeanne de Flandre, ha Charles de Blois, demezet da Jeanne de Penthièvre, nizez da Iann III, ho daou o klask beza mestr e Breiz-Izel.