Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/389

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

tized by IZAAK Nan, nan, ne c’houlennan diganeoc’h netra ken Nemet evel ho ki, beva en ho kichen. Pa viot eat er meaz, me ziouallo an ti Hag hini ne dostai pa velo bcg va fri. KERIOLET N’hcllan ket koulsgoude ho maga vit netra. IZAAK Me c’hell c’hoaz, ha me koz, evithoc’h meur a dra, An traou n’heller ober nemed epad an noz, Pa vez ar gristenien o kemer ho repos. Traou iskiz ha spountuz, a ra dan dud krena Ha zoken d’an daoulin, a ra d’ezho koueza. KERIOLET Mad, chommit, mes bevit e peoc’h gant Mathurin. IZAAK Gant piou ? KERIOLET Gant Mathurin, a gar kement Doue, Hag en euz servichet va mam ’pad he bue. IZAAK Bezit dinec’h, Aotrou, me oar mad, pa vez ret Ken devot ha forz piou laret va chapelet. KERIOLET Faoz aoualc’h oc’h vit-se ; chommit eta en ti. Boued vczo vidoc’h, keit ma vo vit ar c’hi. IZAAK Vit ho trugarekad, e korn an tan, ama, Me lavaro ’vidoc’h, va chapelet kenta.... Ne c’hoarzit ket, Aotrou, kerkoulz hag ar re all Me bede ar Verc’hez a greiz kalon guechall. Meur a vech ez oun bet en he chapel duhont Etal al lanneg vraz, zo hannvet « Lann ar Mont. » He fedi em euz great vel ma ouzoun pedi, Lakeat em euz goulou dirazhi da zevi Digitized by — 89 —