Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/388

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

C - 87 - IZAAK An eurusted, Aotrou. KERIOLKT Penaoz e c’helfen-me Rei d’eoc’h c’houi, sorser koz, ar pez a glaskan ive. IZAAK Evit beza euruz, Aotrou, ne c houlennan Nemet eur skabellik en ho ti, ’korn an tan. Rak eur servicher koz pa n’hell mui labourat A lezer da repos ; diskuiza a ra vad. Evel guechall, Aotrou, me c’hello marteze Ho sikour da ober troiou kam adare. KERIOLET Nan, n’hellan ketrei d’eoc’h ar pez a c’houlennit. IZAAK Ha koulsgoude, Aotrou, me ’m euz hen gounezet Evidoc’h ’m euz poaniet. KERIOLET Ia, ha paeet oc’h bet. IZAAK Nec’heller ket, Aotrou, paea va labourou. Ha c’houi a c’hell zoken priza an danjerou Zo bet ken aliez skignet a zioc’h d’am fenn, Pa ’m euz lazet kement euz hoc’h enebourien. N’oc’h euz mui sonj marvad ez oun me bet stlejet A dreuz leur gear Auray evit bezakrouget, Pa oa kavet maro inerc’h yaouank Toull-ar-goug Kredi ran e ma c’hoaz ar gorden em gouzoug. Ma ne vije ket deut an diaoul d’am distaga E vijen bet breman en eun toull o vreina ; O vreina en ho lec’h, Aotrou Keriolet. KERIOLET Guir eo, ia, rei rin d’eoc’h arc’hant,......aour ma karet. Digi