Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/370

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

1° Ar fals testeni. — Ar fals test eo an hini a rent eun testeni faos dirak ar barner. Dirak ar barner e ranker lavaret ar virionez er c’his ma he anavezer nemet nez tost e veed d’an den tamallet. Lavaret gaou a ve eul le faoz, unan eus ar brassa pec’hejou : gaou a ra ouz an nessa, ouz ar respet a dleer da Zoue, ouz an urz vad. 2° Ar gaou. — Ar gaouier eo an hini a lavar gant goue- ziegez ha sonj da fazia, eun dra hag a zo, ervez he gre- den, kountrol pe a enep d*ar virionez. Da genta — gant goueziegez, ervez he greden, gant sonj da fazia. E c’heller pec’hi o lavaret eun dra hag a zo guir pa zonjer eo eur gaou eo a rear. Maes red eo e ve c’hoant da drompla. Ar beg gaouier a laz hon ene : « nos quod mentitur occidit animam. » Lavarit ia, ia ebken, ha nannt nann, eme hor Zalver. Neo ket ma ve atao red lavaret ar virio- nez, pe he lavaret d’an oll: « tempus loquendi et tempus tacendi. » Lod a zo re-hir ho fri; serri an or outho. — re gurius ho skouarn: lacat stoup ebars. Arabat lavaret gaou, ma?s clasc an dro heb anzao ar pez zo c’hoant da devel. Ober tro ar pod heb tenna er meaz an tamm kig sall. — Var a leverer, sant Per a ieaz eun devez da verza he vioc’h. Pa c^houlenjot diganthan petra oa, e respounte nedalie netra. Credit ne c’hellas ket he guerza... Pctra zo caos, eta, Per, eme Jesus-Christ, ne verzes ket da vioc’h ? — Palavaran eo laer, eme Ber, fall d*an amann... den n’he c’hemer. — Per, eme Jesus-Christ, heb lavaret gaou, sko dezho abiou d’ar virionez. Ha Per mont. — Laer eo ar vioc’h ? — Ne vezan ket ous he diouall. Leaz hag amann a zo ganthi ? — Ne vezan ket o c’horo nag o ribotat. Koz eo ? — Sellit en heginou... Ar vioc’h oa guerzet en taol-ze. Tri seurt geier 1° gaou fentus. 2° gaou noazus. 3° gaoutalvoudus. —Eurgerdivar benn pep-hini. 1° Ar gaou fentus eo an hini a rear evit rei leac’h da c hoarzin. Unan a lavare : me em euz guelet eur gaolen brassoc’h evit tour cathedral Kemper. — Ha me, eme Digitized byGoOglC