eur — 68 — d’hon hini. Da c’hortoz eta ma c’helio ar France terri he nask ha kaout adarre frankiz ha peoc’h ez oa eat da zikour he vreudeur a Urz Sant Beneat da ober vad e bro Kimri, bet guechall katholik ha touellet pell zo gant ar brotestanted. Doue ne fellaz ket d’ezhan, ar servicher mad en d’oa marvad labouret aoualc’h evit kaout he gurunen. Feiz ha Breiz a c’houlen digant kement hini a lenno an nebeut komzou a zo aman divar benn an ïad Corentin, eur beden evithan; ne bae ket he dle d’ar beleg santel-ze, en euz labouret kement evithi, da viana e tiskouez he anaoudegez-vad. L. G. Konferansou an Aotrou J. QUÉRÉ EISVET GOURCHEMENN Ne logueris contra proocimum faUum testimonium. A enep den, fals lcsteni Na gaou ebet na liviri. An nep ne bec’h kct dre he deod, hennez a zo parfet, eme sant Jacques : « Qui lingua non offendit, ille perfectus est. » Esop, gucchall, a oue karget da ober eur fest bras... ne vo nemet teodou... gourdrouzet gant he vestr e res- pount : Guelloc’h eget an teot n’euz netra er bcd. An teod a veul Doue, a lavar komzou mad... Mad, eme he vestr, gra deomp eul lein all, deuz ar pez a zo a falla nemet vo gellet ho dibri. Esop a ro adarre teodou. Rac, emezhan, n’eus ket falloc’h eget an teod dioc’h ma en em dro. A enep an eisvet gourc’hemenn e rer dreist oll pemp seurt pec’hejou. 1° Ar fals testeni. 2° Ar geier. 3° An droug-prezegerez. 4° Ar fals prezegerez. 5° An drouc-sonjou. Digitized by GoOglC — 69 —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/369
Neuz