51 — div heur, hag etre an noz hag an deiz e kouezent avechou eiz pe nao guech. Pemp miz e chomjont er stad-se. Unan denz ar re a oa o chomm e kichen ti ar vugale- man, Yan ar Gal, a deuaz da bardona da Josselin hag a gasaz ganthan dour deuz ar feunteun, d’ar vugale. Ar re-man a evaz an dour ha kerkent ec’h easeaz d’ezho. Ar 25 a viz mae 1728 an tri bugel a deuazgantho c’herent da bardona ive. Kaset e ouent dirag Imaj santel ar Verc’hez, ha zoken douget e procession en dro d’an Iliz ha beteg ar feunteun. Chomm a rejont en oferen ha goude eur brocession all e leverjont ez oant pare evel pa n’o dije bet droug ebet morse. Setu aze ar re genta a zo bet skoet gant klenved an Harzerez. Ne anavezer hini all ebet araog d’ezho. Ar procès-verbal a zo eun test hag a verk sklear ne oa ket anavezet ar c’hlenved-ze araog 1728. Ar iec’hed o d’oa kavet bugale ar Palec e hars treid Itron Varia an Drein a oa ken burzuduz, ma teuaz kerkent an oll da gana meu- leudi d*ar Verc’hez Varï. Konseil ti kear hag arveleien en em glevaz, ar c*hleier a oue lakeat var vole, hag ar burzud skrivet raktal ha sinet gant kalz a dud. Kement- man a verk ez oa nevez ar pez a oa tremenet, ha penn histor ar Harzerezed eo famill ar Palec deuz Kamors ha devosion Ian ar Gal da Itron Varia an Drein. En hor bro, ar c’honchennou a ia peurvuia da heul an histor guirion. Pa zigouez eun drabenagburzuduz, e vez raktal guisket e kaer, rak an teodou a ia en dro. Hag evit ar c’hlenyed-man, abalaniour ma oa spountuz e oue Iavaret heb dale, e teuc aberz Doue evit kastiza eur pec*het benag. Setu aman penaoz eo bet troet an histor. Eun dervez ez oa kannerezed o oalc’hi var al lenn. An eiz a viz kerzu ez oa, deiz gouel ar Verc’hez konsevet heb pec*het. Ar c*hleier a zone gant levenez, ar bobl kristen a gerze d’an Iliz, ha merc’hed ar poull a gase ho c’holvaz en dro, en eur c’hoarzin, oc*h ober goap, ha zoken o laoskal goall bedennou : « Ia, ia, emezho, pedi c’hellont, ni on deuz ouspen pedi da ober. » Hag an teodou milliget ne ehanent ket. Eur baourez, o tremen neuze, a lavaraz d’ezho : « Perag e laoskit-hu goall gomzou evelse ? perag kaout abeg er re a ra mad ? » Ar c’hannerezed a ia droug ennho. « Piou, emezo, a zo bet o pedi ac’hanoc’h da zont d’ar zarmoun Digitized by GoOglC — 52 — d’eomp-
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/348
Neuz