Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/347

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

a hannver Harzerezed. Itron Yaria an Drein (pe an Dreinek), kurunet e Josselin er bloaz 1868 a zo brud anezhi e kement korn a zo er Morbihan; n’eo ket kouls- goude goall anavezet er Finistère, daoust m’e ma e kichen. Unan eo deuz ar 6uerc’hezed kurunet e Breiz- Izel, hag ar pardon braz a zo henvel beo deuz hini ar Folgoat. Imaj ar Verc’hez a vez dougct e procession hag ar paressiou tro var dro a ia di da bardona gant ho c’hroaziou hag ho banielou. An dud klanv hannvet Harzerezed (1) hag a vez pareet eno, o deuz sikouret kass a bell brud deuz Itron Varia an Drein. Betegen, eme an Aotrou Falher, den ebet, na medisin na tud all n’o deuz skrivet sklear aoualc’h divar benn ar c’hlenved burzuduz-man, ken anavezet er vro, koulsgoude e ve talvouduz hen ober, hag an testou n’e maint ket da glask, meur a hini a zo c’hoaz anezho, ha bep bloaz, kouls lavaret, e klever unan benag o c’harzal deiz ar pardon braz. A beleac’h e teu ar c’hlenved-se, a ra d’an dud harzal ? — D’an dra-man e kavan eaz respount, rak histor an Harzerezed n’eo ket goall goz, hag anavezet mad eo, n’e ma ket da veza lakeat etouez ar marvaillou pe gonchen- nou. Er bloaz 1666, eun tad a Urz Karmez, deuz kouent Josselin a skrivaz eul leorig bian : Al lysetouezandrein, evit rei d’anaout arburzudou achoarveze e Josselin,hag evit hentcha ar belerined a ie di da bardona. Ne lavar ger ebet divar benn an Harzerezed hag abalamour da ze e c’heller lavaret ne oa ket anezho c’hoaz. Er bloaz 1727, e miz du, ervez ma verk eur procès- verbal hag a zo c’hoaz etouez paperou koz iliz Josselin, tri bugel deuz Kamors, Pierre ar Pallec hag he ziou c’hoar, Michelle haLouise, oajet a eiz, c’huec’h ha daouzeg vloaz, a oue taget gant eur c’hlenved iskiz, ha ne anaveze den anezhan er chanton : « Koueza a reant d’an douar evel pa vijent semplet, ho ginou dtgOr hag en eur grial pe o c’harzal evel ma ra ar chass. An dra-man a bade (1) Lavaret e vez atao an Harzerezed, koulsgoude ar oazed ive o deuz ar c’hlenved-se, mes kalz muioc’h a verc"hed a zo eget a oazed. Breman ez euz ugent vloaz, eun ofiser a rea goap deuz an Harzerezed, ha kerkent e ouo taget gant ar c’hlenved. Digitized by GoOglC —