evelato gant an arc’hant ze em bezo bara eur pennad brao a amzer : ha gouscoude gant divesker evel em ens, penaos ecTi * hellin mont da brena bara ? Souden e clev, e kichen he zor, eur goaz ha gant eurvoüci glac’harus a lavar dezhan evellhcn : Ho pet trouez ouzhin, tnd vad, ho pct truez euz eur micherour ag o veza n’en deus keto labour, n’en deus na tam na grinsen da rei d*he vugale. Caér en deus bet goulen an aluzen, den n’en deus silaoued anezhan. — Pa zoujan mad gouscoude, eme Fistoulic, guellocTi ema an traou ganen eged gant an tad paonr mâ Kemerit ar pevar seoed mâ* an hanter zo deoc’h evit prena bara d’ho pugale: gant an hanter all, e prenoc’h bara din. — Ra zeuio hor Zalver ag he vam goa santes Anna da ra deocTi cant evit unan, den Madelezus ma zoc’h : va mercTi vian, Annaic, ar garantezussa euz va merc’hedigou, eo a deuio da zigass dcoc’h ar pez a c’houlennit: ag en em laca buan en hent. Aben eur pennadic goude, e veled Annaïc var hent ar vilin, eur baner ganthi ouz he breac’h : Tad coz, emezhi, dêbrit ar bara ma a galon vad : ha p’e guir oc’h bed ken madelezai evidomp,efelldin discuez deoc’h hon anaoudégez vad. Getu ama tri aval peches, ho c’hemered em eus var ar vezen frouez, ha n’eus nemethi, eliorz va zad. Ho c’hemerit diganen, me ho ped: ha ra helloc’h caout kement a büjadur ouz ho dêbri ag em eaz ho rei deoc’h. An douren he zaoulagad, ar paour keaz ho c’hemeras laouea braz, ho dèbras gant plijadur : ho neuze e za da lacât en douar en he liorz an tri mean a ioa e calounen peb aval peche*. Edoeno, var bennou he zaoulin, ec’h ober an toullou dTio lacât pa dremenas var an hent Fanchic ar miliner azezed var he azen: — Petra, eme ar miliner, e c’hoarzin goab, ec’h ada gnei d’oc’h oad? N’ema ket en ho sonj, michans, beva pell avoua- lac’h evit tanva avalou ar guez a adit ? — Nan sur, Autrou Fanchic; ma ne vezan ket beo aben ac mare ze, gant an hent e zaï ouspen unan ag a vo laouen da gaout frouez ar guez-mâ evit frcscat ho c’halon. Fanchic a ieas gant he hent en eur ober goab, ha Fistoulic i rea toullou en douar evid he ad-avalou. Edo gant an trede toullj pa deu lanven he gountel da goueza var eun dra galed ag zor dre an hanter. Digitized by GoO
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/323
Neuz