Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/322

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

lakad ar bec’herien da zisirci ouz Doue, hag he spered a oa ken unanet gant Doue mane gomprene ket echeljet sonjal e traou all. Evelse e vevas epad pemp bloaz var-’n-ugent. Koueza reaz klanv an unan var-’n-ugent a viz guen- golo 1660. D’ar zadorn goude e choanteaz koulsgoudc monjt var he droad da lavaret an oferen da Santez-Anna, evel ma rea bep sizun. Ehana a rankaz meur a vech oc’h ober al leo a zo deuz Santez-Anna dhe di, ha pa erruaz er gouent e rankaz mont d’he vele. Abenn tri devez ez oa guelloc’h, mez ar gor a oa enn he c’houzoug a goezaz var he beultrin hag a vennaz ampoezoni anezhan. Ar vedisi- nedel leac h ober vad a rea drouk dezhan,hagarc’hlan- vour a lavaraz d’ezho chom er gear. Pa veljont anezhan o fallad, an Tadou a roaz dezhan he Zoue hag an nouen, hag hen a ziskueze ez oa he galon leun a levenedigez. Doue zoken a roaz d’ezhan d’anaout ne zaleje mui var an douar hag ez oa he ene prest da vont d’ar Baradoz. Epad he zerveziou diveza ez eo bet eur skuer deuz ar regaera evit kementhini o d’oa an eur-vad dhe velet. He boaniou kriz a lakea joa en he galon, epad pemp bloaz var-’n-ugent en d’oa klasket poan. Araog mervel e roaz d’ar beorien, evit mad, kement tra jomme ganthan, hag e c’houlennaz beza enteret en Iliz Santez-Anna. Lavaret a rer ez euz bet great burzudou var he vez. An Aotrou Keriolet a zo bet gounezet gant ar Yerc’hez Vari, ha Doue en euz roet ganthan ar c’haera skuer a c’hell kaout ar bec’herien baour. Diskuez a ra d’an oll e c’hell pep den distrei da Zoue, n’euz forz pegen doun e vez kuezet, mar kar lakad da dalvezout grasou an Aotrou Doue. L. 6. AR MIUHER FANCHIC AG AR PAOUR FISTOULIC (kendalc^h) Pa voe great an tam labour, ag eat an daou zen divar he dro, ar paour keaz a zonjas evelhen : Getu pêvar scoed din : nebeud avoualc’h a dra evit eun azcn ag a dalie cals ouspen : Digitized by GoOglC