C trei he vuez. Studia a reaz ha goulen kuzul, ha gant ali he govesour, e c’houlennaz mont da veleg. En amzer zo bremanne vijeket betdigoretan orevitbeza belegdaeun den hag en d’oa roet kcment a skuer fall. Doue marvad a roaz sklerijen da Eskop Guened, ha Keriolet a oa great mad he zonj : Ne felle dezhan nemet beza tad ar beorien pa vije er vro, rak choant en d’oa da ober beachou hirr, dre binijen. Distrei a reaz da Loudun evit trugarekad an Aotrou Doue, en iliz anavezet ganthan. Eno e pedet atao var ar re a oa an drouk-spered ennho. # Ghomm a reaz eiz dervez ive en iliz-se, o pedi, dis- henvel braz deuz ar pez ma oa diagent. Choant en d’oa da c’houzout petra lavarje an drouk-sperejou d’ezhan divar benn he stad a vuez, mes ne felle ket d’ezhan komz d’an diaoul. Heman pa ouczaz petra zonje Keriolet a lavaraz d’ezhan ez oa bolontez Doue ma vije beleg ha netra ken. Great en d’oa vceu da vont e pelerinaj da Itron Varia Liesse, ha diez e ve kompren pegcment a boan en euz bet abenn digouezout eno. Adalek ar penn kenta ma oa distroet ouz Doue, Keriolet en d’oa great vceu, evit paea d*he bec’hejou, da ober d’he gorf ar muiaa boan a-chelje ober, ha dan nessa ar muia a vad a oa en he c’halloud, hag eun den evelthan n’helle ket marchata. Estlamuz eo ar binijen en cuz great. Er gear e kouske var ar c’haled, gant he zillad, aliez e tremene an noz var enr gador, he benn harpet var an daol pe var eul leor be- nag. He zillad dindan a vijc atao ar c’haleta a gave ha dre binijen e chomme pell amzer heb chench he grez. He zillad var c’horre a oa dcuz ar re baoura, rak pa zigoueze ganthan kaout eun tam dillad mad benag e roe anezhan raktal d’ar paour. En he voutou a oa tachou lem hag a dreuze, bete toulla he dreid, ha gant ar boutou-ze e rea a espres nao ha dcg leo bemdez, nemet pa vije deut da veza re zempl gant ar skuisder. Vceu en d’oa great ive da chomm var he zaoulin seiz heur bemdez etre an deiz hag an noz, epad seiz vloaz. He c’hlin a deuaz da veza ker klanv ma oa bet hano da drochahe c’har d’ezhan. Parea reaz koulsgoude. Epad tri bloaz en euz bevet gant bara
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/320
Neuz