— 26 —
vele ? 2° Piou en d’oa diouallet anezhan deuz an tenn a oa
bet laosket varnezhan, en he gichen ? 3° Perag ez oa deut
er meaz a gouent ar Chartreuzed ? Var an daou dra genta
ne oue hano nemet deuz ar Verc’hez ha deuz an Eal mad.
Evit an trede e oue lavaret d’ezhan n’helle ket eun den
ken lubrik chomm etouez tud santel.
Kement a vele hag a gleve Keriolet, ha dreist pep tra gras an Aotrou Doue, a lakeaz ar pec’her braz-man da chench en eun taol kount, An diaoul en d’oa konvertiset eur pec’her deuz ar re vrasa. Kériolet a ia da gaout eur beleg evit lakad urz en he goustianz; er vech-man ne zistroio ken â’he vuez diroll.
Kenta ra eo mont d’ar gear ha kregi raktal en he vuez nevez. Houman vezo eur vuez a binijen deuz ar re rusta. Kalz a gav da lavaret hag a ra goap anezhan, mes Kerio- let n’euz ket muioc’h a vez o veza mad breman eget n’en d’oa o veza fall araog. Ne zalc’h var he dro nemet ar veve- lien a zo ret evit soursial deuz ar beorien, rak he di a zo deut da veza eun hospital. Guerza ra he garg evit kreski loden ar beorien hag ar zonj a deu d’ezhan da dremen dre gement leach ma oa bet araok evit freuza he roudou ha paea evit ar skuer fall en devoa roet a ziagent. Kemeret a ra he vaz, en he dreid ez euz eur c’hos voutou, var he gein eur gos chupen penseliet ha toull c’hoaz, he rochet a zo lien gros ha toull ha var he benn ez euz eun tok n’ouzer peseurt hano rei d’ezhan. Guisket evelse e sko varzu Rouazon, hag erru etal Ploermel e c’houlen he hent digant daou zen guisket tost evelthan. An daou ganfart-man a zaill varnezhan, ha gantho e oue goall gaset. He c hoad a verv en he galon, koulsgoude trec’h eo d’ezhan he-unan, ha zoken e taol he vaz pell diouthan, rak ganthi e c’helje ober c’hoaz eur goal daol benag.
Divar an aluzen e veve epad he veach, hag erru e Roua- zon, ez eaz var eün da Iliz Itron-Varia a gelou mad, rak eno eo en d’oa roet ar muia a skuer fall, e kear Rouazon. Chomm a reaz nao dervez eniliz-se,er pennd’an traon, var he zaoulin en eur c’hornig, ne grede ket sevel he zaoulagad varzu an envou. An noz a dremene en eur por- ched benag, hag eno ive e trcbe an tammou bara vije roet d’ezhan en aluzen.
Distro d’ar gear, ez oa nec’het o klask gouzout penaoz