Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/316

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Per ar Gouvello, hannvet aliosoc’h anaotrou Kerioleta oa ganet e Guened nrbevarzoga viz gouere 1002. He dud koz a oa deuz an noblanz vraz, anavezet adaleg an drizcg kantved. Bet e oaint oll er c’hargou fyuela epad pell amzer, dreist pep tra en armo, en amzer Duguesclin. Kommansct edont da zisken deuz ho renk huel var dro fin ar c’houezeg kantved ; pinvidig oaint c’hoaz kouls- goude pa c’hanaz Per. Tad ha mam ar bugel-man a boanie da rei d ezhan eun deskadurez kristen. Ar paotr koulsgoude ne oa ket troet var an tu-ze, poud oa da zeski ar vad, ha kalz buanoc’h, siouaz e teske an drouk. Dre ma save e kreske ive he fallagriez hag heb dale e teuaz da veza eur skuer fall evit an oll. Kaout a rea kasaüz he gerent gant ho aliou mad, ne zelaoue mui anezho, hag evit kaout muioc’h a frankiz, e c’houlennaz mont d’ar skol da Rouazon. Kaset oue da di an tadou Jesuited, mes eno, el leac’h studia evit beza eun dra benag a vad, ne zeskaz nemet choari ar c’hleze. Var an dra-ze oa uiaout hag abred e lavaraz eo var he gleze e savche he fortun. En em rei a reaz d’an oll dizurchou, ne oa den ken diroll hag hen. He gerent a ranke gouela varnezhan ; koulsgoude eo ret lavaret n’edont ket direbech. Ho mab a oa bet kolla- dennet, ha breman pa ’z eo braz e paeont re vuan an dle var he lerch, rak dle a zastume dre ma ’z ea. Skuiza reaz buhan gant ar skol, hag en em roaz da studia al lezennou, goudeze e tistroaz d’ar gear. Evit kaout arc’hant etre he zaouarn e laeraz he dad ; mes dizoloet oa bet, ha gant ar vez ez eaz da foueta bro. Choant en d’oa da vont da vro an Turked, eno ec’h heuilje relijion Mahomet. E guirionez, kementse oa euz he zoare. He venneien a deuzazbuan, haga vech eat c meaz he vro e kouezaz dienez varnezhan. Neuze e c’houlen sikour digant an diaoul, digant kement strobineller ha kement sorser a gave. Ne glaske nemet taga an oll, he gleze a vije atao en noaz, hag abalamour ma teue a benn (euz kement enebour a gave, e kredaz heb dale n’helje i orse beza tizet. Ne grene ket, neuz porz piou na ped a i je a eneb d’ezhan: guelet eo bet o vont he-unan a eneb Digitized by GoOglC