Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/315

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —



Pa glask Herodez her laza
D’an Egypt c’hui dec’haz gantha.

Da zaouzek vloaz pa oe kollet,
Gant glac’har vraz ’peuz hen c’hlasket.

C’hui hen c’haraz evel eun tad ;
Hen ho karaz evel eur mab.

Ni fell deomp ive ho karet,
Ma vezimp ganeoc’h sikouret.

Da vont eun devez da repoz,
En ho kichen, er Baradoz,
Joseph ;
En ho kichen, er Baradoz.


————



Eur pennad deus Histor ar Revolusion
MARO AN AOTROU ROLLAND
————

An Aotrou Rolland a oa persoun e Trebrivan. Pa deuas ar Revolusion e zeas da guzat da di unan eus he vignonet.

D’ar mare-ze, eun den yaouank deus Kerahes (Caraës) a c’houlennas da zimezi, Marie Calvez, nizes da eur belec hag a oa nevez maro,

Ia, eme houma : me ne c’houlennan ket guell. Mæs hon eured, avad, a rank beza benniget gant eur belec mad.

Ar plac’h yaouank a anaveze an Aotrou Rolland. Cure oa bet gant eun eontr d’ezhi. Gouzout a rea e peleac’h oa cuzet. Kemen a reas eta dezhan dont d’he zi, evit he eureuji.

An den yaouank, epad an amzer-ze, a ioa eat betec archerien Kerahes, evit dibuna he histor. — « Loskit ar belec-ze, a lavaras dezho, da eureuji ac’hanomp. Pa na veffe-ze, ar plac’h yaouank ne vo ket va fried. Mæs goude ’vad, destumit anezhan. »

Great oa deus he c’hoant. An Aotrou Rolland oa croget ennhan var dreujou ti ar plac’h yaouank oa o paouez eureuji.