Sellitan eil ous egile !... En em facha, mouzat ! Chris- tenien oc’h, emechans. Chom mouzet ? da betra ? N’eo ketbrao.En em zispartia ne c’hellit ket evit c’hoas,atao. Ha pa raffec’h, ne viot ket guell, pell dioc’h eno. Eur chuezaden var an tam coumoul-ze, ha peoc’h en ti, Salver Doue! D’ar pevare. Da bep-hini he labour. Ar re gos a lavare: mar gra pep-hini he vicher ar zaout vo, sur, diouallet mad. Rac-se, e pep ti, d*an ozac’h: fouet ar c’har, pao an alar, brid ar marc’h, an aferiou bras. — D’ar c’hreg: an danel, an trebez, ar billig, al loa bod ha paner ar viou... Arbragou d’ar goas, an tavancher d’ar vaouez. Brao ne kefc guelet an tavancher gant an ozac’h hag ar bragou gant ar c’hreg... Darpempet, bea fidel an eil d’egile. An avoultriach zo eur pec’het spountus. — Doanius eo guelet eur paotr iaouanc, eur plac’h iaouanc o teuler ho c*hurunen er fanc. Mses ne laeront nemet Doue. An den avoultrer ouspenn ma laer Doue, a Iaer he bried... Mancout a ra d’ar bromesa great dirag aoter ar barrez. Dar c’huec hved, poania evit mad an ti... Sonjal er gosni... Miret eur skudellad leaz a benn coan. II. — Deveriou ar vistri hag ar vestrezed An deveriou-ma a cll en em zastum e tri c’her: Carantez, Lealded, Sourci christen. Da genta, carantez. Tud int eveldomp. Eveldomp badiziant var ho zal, cveldomp bugale da Zoue ha galvet dar barados... Eun deis, marteze, huelloc’h evidomp-nhi enEnvou... Paourint marteze. Ar baourentez ne ket eur pec’het. Jesus-Chrïst oa paour, ar Verc*hes Vari ive... Calet ho stad! cuitaat tad ha mam; beva e ti an estren; dibri bara deuz tors ar re all. Ho labour hor pinvidica... Arabat goulen ma labourfent re, arabatho disprijout, ho langachat... Kcmeret soursi outho er c’hlenved, ho delc’her ken a zeuint da vad. Digi
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/300
Neuz