Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/299

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Ora pro nobis. Te velo e teui abenn da gompeza e speret. En devez varlerc’h Dider oa er parc. Deuet creis-deis, n*oa mennec ebet a lein. Deut eun heur, hano *bet c’hoas. Ha Dider d’ar gear ? Feneant bras, d’ober petra out deut d’ar gear ? — Da glasc va lein. — Marc’h alar, didalvez, lounc he sizun. — Ora pro nobis. — Morzavellec, penn caouenn. Hag ar c’hreg sevel he dorn : — Me ia da skei ganhez gant al loa bod. — Ora pro nobis. — Me scoio. — Miserere nobis. — Sco te, guelloc’h e ve ganhen. — Oh ! ne scoin ket, da. Ne rin nemet respount d*as litaniou. Pa roi peoc’h, me roio peoc"h ive. Hag ar peoc’h a voa great. Red eo eta en em glevet. D’an eil eo red : En em garet. — Hag evit an dra-ze, arabat dimezi nemet gant unan hag a anavezit mad. « Kemer da bried, a lavare eun den fur, etouez da vignonet, etouez da ame- zeien, etouez tud ar barrez, ha ne vezi morse tromplet. » Ar re goz a lavare : Ar gedoun a bell a ia oll da lern. — Histor eun den da biou oa cozeet deus eur plac’h iaouanc deus a bell evit beza he bried. Ar vasvalaner a veule ar plac’h. Deus ar re furra oa, emezhan. Ar paot iaouanc a gemeras dillad eur paour hag a ieas da c’houlen loja drhe zi. Lojet oa. Ha da vare hanter-nos e velas an hini oa c’hoant da zimezi ganthan o vont, poa cousket he zud, da friandellat ne ouzoun e pelech. — Ar gedoun abell a ia, aliez, da lern... En em garet. Red eo c’hoas : En em bardoni. — Neus parcat hed ebed ha na ve ennhan eul louzaouen fall benag... Tenna al louzou. — Neus ti ebet ha na ve ket ennhan eur gomz rog benag. Petra da ober ? En em bardoni. Fachet eo Mari, ne lavar ger Ha tro he fenn ouz ar voger. Mouzet eo Iannic ha du be dal Tost an arne da stracal. Digitized by Google