Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/265

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

— 360 — eteo-ma. Ep dale e voue guelet tan bras en oalet, hag eteo Nedelec o tevi en ti paour kercouls a ma rea e tiez ar binvidien. Ho zri e kichen an tan, ar verc’h vian pehini a voa dihunet, ha beteg an hini glan, oll oa deut al laouenedigez dezo gant eteo Nedelec; ha Laouik a voue lezet da vont ive d’ar Pelgent gant he vreur hag e vam. An intanvez a bedas c’huec epad ar Pelgent. Mes en eur vont hag en eur zont ne gomze nemeur. Eun dra a rea nec’h dizi. E Breiz-Izel e ma ar c’hiz da gaout fiscoan pa zistroer eus an oferen a anternoz. Madalen bete neuze e devoa ive bep bloas roet ho fiscoan d’he bugale an nosvez-ze. Mes brema ne voa tam en ti, a veac’h o divije eur c’hinaouat bennag antronoz. Red e vije chom ep fiscoan. Setu ar pez a rea anken d’ar vam baour. Hogen er maner e voa sonjet ive e kemense. An Itron Kerivaz hag he zeir merc’h o doe great cals goulennou oc’h Laouik, ha clevet o doa oll penn da benn gantha pebez paou- rentez a voa el lochen; pe ger ber oa ar peuri cnhi, pe gen anke- niet oa ar vam, pe ger clan oa ar c’hoar vras. Sonjet o doa ne ket eteo Nedelec epken o doa izom da gas d’an ti-ze. En eur vont d’ar Pelgent e lakejont en eur baner kement a voa ret evit eur fiscoan caer, ha goude an oferen e teujont trum evit gallout, en eur dremen, mont el lochen araog ma tigouesche an intanvez hag he bugale. En eul lochen evelse var ar maez, ne ket red caout alc’huezevit mont en ti. Ne vez peur liessa nemet eur prenner coat hag an nep a voar an doare, ne vez ket nec’het evit lamet ar prenner-ze. An dimezellet, pere a voa boas da zarempret lochen Madalen, a zibrennas cp poan ebet. Mont a rejont didrouz, dispaca a rejont an douzier, hag e lakejont var- nezhi ar pez a voa deut gantho; eur vichen vara guenn, amann, crampoez ha kuignou; eur voutaiilat chist ha pep a veren evit tud an ti. Neuze ar pot leun a dhe laket var an oalet e kichen eteo Nedelec. Epad ma edont oc’h ober ho c’heusteuren, ar verc’h viana a ziunas hag e devoe aoun. Obcr a reaz eur sell bennag, mes ne grede ket crial. Guelet a reas eur sae venn, hag e crede mad oa ar Vcrc’hez oa a ioa deut da doma he zreid. Unan euz an deme- zelled a dosteas oc’h he guele hag a lavaras d’ezhi: N’ho pet aoun, me zo deut da zelc’hcr tan en eteo Nedelec abenn mr 4 ho mam d’ar ger. Neuze an demezelled en em dennas sioul Prestig e tigouczas ive an intanvez gant he daou vap. I kent ha ma ho c’hlevas o tont en ti, ar verc’h vian a grias Digitized by GoOglC — 361 —