Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/264

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

Sell! Laouik Pelliven f Petra zo, Laouik ? Hag hi o crcgi en he zaouarn hag oc’h he zacha d’ar zal da gaout ho mam, an Itron Kerivaz. Laouik a voa eat lent bras, ha n’en doa ket ken nebeut a c’hoant da lavaret pe seurt dienez a voa en he di. Mes an itron vad ha carantezus a gomzas ker brao outhan, ma clevas gantha oll. An teir demezel a deue an daelou en ho daou- lagad o clevet pebez paourentez ha pebez necliamant a voa e ti an intanvez keaz, eleac’h n’oa ket a vara na zoken eun tam coat da lacat en tan evit noz Nedelec. Laouik a voue great stad anezhan. Roet oue dezan bara, frouez, ha kement a blij d’ar vugale, evilhan he-unan hag evit cas d’he c*hoar vian. An hini eus an deinezelled a voa eus he oad a fallas dizi mont gantha d’ar c’hardi evit he sicour da zibaba an tam coat a blische muia dezhan. Laouik a ginnigas neuze dizi he gaouet evit he bilcoz. An dcmczel ne felle ket dizi kemeret ar gaouet; mes ar potr he lezas eno, rag ne felle ket dezan caont an tam coat evit nctra. Neuze e zeas laouen d’ar gaer, ha ne fallas ket dezan ez aje eur mevel d’he zicour petra bennag ma e devoa an itron galvet unan eus he mitizien evit kementse. An Itron Kerivaz e devoa sonch er bloavez-ze da rei pep a vontr d’he merc*hed evit ho delou mad. Pa voa eat ar potric en hent, an teir demczel en ein glevas entrezo, hag a c^houlennas digant ho mara rei dezo en arc’hant talvoudegez ar montrchou, evit ma c’heljent rei bara da intanvcz Pelliven ha d’he bugale. Biscoas goulen n’cn doa great mui a blijadur d’ar vam gristen. D’he zro e teuas daelou a laouenedigez en he daoulagad o vclet calon vad he merc*hed, ha var an heur e roas dezo ar pez a c’houlennent. Mes lezomp ar maner evit mont varlerc’h Laouik. Madalen hag he map cossa a voa cousket pe da! viana anter gousket unan a bep tu d’an tan o cTiortoz ar mare da vont d’ar Pelgent. Pa lavaran en dro d’an tan, e fazian; guell e ve lavaret. unan a bep tu d’an oalet; rag n’oa nemeur a geuneut d ober tan. Sctu hi o clevet trous er penn izcla an ti. Daoust ha Laoùik a ve clan ? eme ar vam, hag hi buan da . Mes souezet e voue oc’h hc velct o tont en ti gant eur pez coat var he scoas. A belcac*h e teuez, emezhi! — Eteo nhc! emc ar bugel! Eteo Nedelcc ! eme a~r map cossa. Va mam, emeLaouik. hirio er Pelgent e c’hallot lavaret "ir muioc’h evit an dimezellet. Digantho em eus bet an Digitized by GoOglC