Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/167

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

177 — Ar vam a zav evit mont da glasc al levr a c’houlenne. An hini glanv en digor, ag ellez da goueza var he guele, en eur lavared a vouez izel: — Ne velan ken sclear. — Me a vel sclear, me, eme ar vam : ro al levr din, ma lennin did : te lavaro var va lerc’h. Lenn a reas eur pennad brao a amzer, ken a zigoras dor ar gambr. — Piou a zo aze, eme an hini glanv. Den ne lavaras ger. — Gueled e voe n’oa den eno e guirionez: an or a scoe er meaz o veza akfhuezed. — Ar vam a grene euz he oll izili: ar glanvourez a deuas da gomz da genta. — Va mam, emezhi, ped heur eo ? — Div heur nemed quart, eme ar vam. — Ar mare m’eo maro Mac’harit-Constans en derc’hent deac’h. — Va ohoar vian a deu d’am c’hlasc. Ag e kendalc*hjont da bedi. Var dro teir heur, ar verc’hig a lavaras* d’he mam mont da ziunahe zad a ioa cousked d’an eac’h gant he vugale all. Ezom discuiza en doa goudc he zevez labour : ar verc’hig a skiant aoa ket falvezed dezhi e vije diuned kentoc’h : brema, avad, oa dened ar mare d’er gervel. An tad a ziskenn, eb sonjal oa ken fall ze he verc’h. Mari-Anna a lavar dezhan : — N’oun ken evit tenna va halan. Discuez a rear dezhi hor Zalver var ar groaz. Ar glanvourez jaouanc ne lavar ger, a laca he phenn var breac’h he zad, a bed sioulic, en eur c’houlen gouscoude eur vech an amzer oc’h he zad: — N’oc’h ket scuiz, va zad. , — Nan, va merc’h — n’e pez ket aon d’am scuiza, lêz da benn var va breac’h. He muzellou gouscoude ne finvent ken, ag êzennig he pheden a jom a zav var he ginou anter-zigor. Ar vam a vel an dra-ze da genta, ag cl lavar d’he phried. Selled a rear a dost outhi. Ene ar plac’hig santel a ioa nijed d’ar Baradoz. Oa pemp heur dioc’h ar mintin Gals tud a ziredas evit heulia cornh Mari-Anna beteg ar vered, beteg beziou he diou c’hoar : ^iaridig ha Mac’harit-Constanc. eur zistrei euz ar vered, eme ar bêleg, e clasken lavared jOmz vad benag d’an tad en eur vouasca he zaouarn em re: a boan, va mignoun, a blij gant an Autrou Doue da ricoc’h ! Digitized by Go