Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 2 —

oar en em gaved gant ar virionez. Meur a abaden choarzin zo bed great ec’h ober anaoudêgez gant lavariou ar re goz, epad ma testumed meur a gentel vad ha n’ho devezo great a zroug da zen ebed epad he vuez.

*
*   *

Er mare ma scrivomp kement-mâ, n'eus hano nemed a vrezoneg goapeat gant lod, dioualled mad gant lod all. Etouez an dristidigez a venn meur a veach beuzi calon ar Breizad, e caver c'hoaz tro da daol eur pennadig a gostez, evid kemered eur pennad ean, ar zamm pounner a vez var an diouscoaz, pa veler oberou ha scridou tud Breiz, ha pa glêver ho c'homzou dispount ha direbech.

Feiz ha Breiz n’eo ket chomed eb lacât er penn kenta euz he c'helen-nadurez ar Feiz, hor brassa mad, evel m’he deus sonj, en amzer dazont, ma plij gant Doue, displega guella ma c'hello, an tenzor-ze zo dreist peb talvoudêgez.

En eur rei meur a daol lagad d’hor iez coz a Vreïz, oump deued ouspen eur vech da gomz euz hor bro meurbed cared ; ag el levrig divêza euz ar bloaz tremened, hon deus digored, divar benn histor ar parreziou, eun tam labour ag a blij d'an oll, ag a hell peb hini rei an dourn evid er c’hass mad da benn.

Goulen a reat levriou brezoneg da lenn : roed eo bed ho goulen d’an dud. Epad an tri bloaz divêza-ma euz bed great marteze muioc’h a levriou brezoneg nêvez eged n'oa bed great ugent vloaz a ioa : meur a levr coz ive zo bed nêvezed, pe moulled a benn a nêvez. Ar voullêrien ag ar varc’hadourien levriou brezoneg, ha n’e ket bet atao ho micher euz ar re vella, ho deus gelled sevel eun tamig ho c'hein, ag ho deus bed en amzeriou diveza-mâ, dioc’h an tu-ze, eur gounidêgez ha n'ho doa morse c’hoaz anavezed.

En em laouennaomp eta, kenvrois meurbed cared ha lennerien Feiz ha Breiz euz ar pez zo bed falvezed da Zoue ha d'an dud ober dre an trivec'h levrig a zo bed eat epad an tri bloaz-ma beteg ennoc’h ; ag evidomp da veled ha da glêved ar goal avelou e c'hoeza en dro deomp, kendalc'homp da zevel hor spered ag hor c’halon varzu an 0ll-C’halloudeg : caromp Doue ha deomp gant hon hent eb fallgaloni, ha divar henchou ar bed-ma en em gavimp var eün en hent eürusded ar bed-all, hent ar Baradoz benniged.

Evelse bezet great.