Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Daoust da belec’h ez it ? na pelec’h ez oc’h bet ?
Na peleac’h, va den mad, hoc’h eus c’hoant da vonet? —
Boudal ’ rae e ziskouarn, ha ne ouie dare
E pe du trei e deod d’eilgerïa oute.

Unan felle d’ezañ gouveout hanoiou
Ar c’heriou ’n oa gwelet hag ar c’heriadennou ;
Eun all : — Daoust hag an hent a denn start war ho yalc’h ?
Pegement e koust d’ec’h ? eno emañ an dalc’h !

— Ha mad eo an henchou ? — a laras eun all c’hoas.
Er c’houlennadeg-ze ne oa hini ker goas
Evel eur briz-autrou a yoa e kreiz e zrem
Azezet lunedou war veg e fri ruz lem.